Martha My Dear

Eus Wikipedia
Jane Asher, luc'hskeudennet e miz Mae 1967 tra m'edo o telc'her perzh Juliet en drajedienn Romeo and Juliet.

Martha My Dear a zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien saoz The Beatles.

Daoust d'an emglev boas a rene an darempredoù arzel etre Lennon ha McCartney e oa bet savet Martha My Dear e 1968 gant Paul McCartney (1942-) e-unan-penn, ton ha son.

Petra bennak m'en devoa ar sonaozer saoz ur bobtail d'an ampoent n'eo ket ar giez "Martha" a oa kaoz anezhi er sonenn tamm ebet. A-ratozh-kaer e oa bet krouet o soñjal en aktourez Jane Asher (1946-) en devoa darempredet[1] e-pad pell amzer betek dimeziñ e miz Kerzu 1967. Ne oant ket tonket da chom asambles dre ma'z eas Asher diouzh McCartney e miz Gouere 1968 hep na vije gwall sklaer abegoù an dispartiañ. E buhezskrid Lennon skrivet gant Philip Norman (1943-), embannet e 2008, e tispleg an aozer he dije Jane Asher tapet Paul McCartney a-gevret gant ar saverez senario stadunanat Francie Schwartz (1944-)[2]...

Enrollet e voe d'ar 4 a viz Here 1968, McCartney o seniñ un toullad mat a vinvioù (gitar-boud, piano ha taboulinoù en o zouez) hag eñ eilet gant sonerien binvioù kouevr[3] ha dre gerdin[4]. 2:28 he fad e voe kanet gant McCartney ivez hag embannet d'an 22 a viz Du 1968 evel an navet kanaouenn eus kentañ pladenn an albom The Beatles[5].

Savet en devoa McCartney un nebeud kanaouennoù all kent — I'm Looking Through You, We Can Work It Out (1965), For No One, Here, There and Everywhere (1966) — an holl anezhe awenet gant Jane Asher. Un istor garantez a oa ouzh e c'hortoz koulskoude : d'an 12 a viz Meurzh 1969 ec'h euredas da Linda Eastman, ul luc'hskeudennerez stadunanat en devoa graet anaouedegezh ganti d'ar... 15 a viz Mae 1967 e Londrez.

Arzourien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket bet adkanet gant kement-se a arzourien all : gallout a reer menegiñ doare dic'hortoz ar strollad Ambrose Slade e 1969 (a-raok dont da vezañ Slade).

Ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kejet o devoa an eil gant egile e miz Ebrel 1963.
  2. Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008, pajenn 606.
  3. Ted Barker, Leon Calvert, Ronnie Hughes, Alf Reece, Stanley Reynolds ha Tony Tunstall.
  4. Frederick Alexander, Leo Birnbaum, Peter Halling, Reginald Kilbey, Dennis McConnell, Les Maddox, Bernard Miller, Henry Myerscough ha Lou Sofier.
  5. Graet e vez "Albom gwenn" anezhañ ivez.