Bateri

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


An taboulinoù a zo ur reizhad taboulinoù toserezh implijet kalz er strolladoù rock. Servijout a ra dreist holl da verkiñ ar lusk.

Istor[kemmañ]

Troadikell ur gourdaboulin

An taboulinoù a zo aozet get ur strolladur a fustoù (pe tom-où) ha simbalennoù. An taboulin a vez implijet get Mab-den a-c'houde ar ragistor. Ijinet eo bet an taboulinoù kentañ en 20vet kantved, aozet e oa d'ar mare-se get un taboulin sklaer, ur gourdaboulin ha simbalennoù, kavet e veze dreist-holl e lazoù-seniñ an arme. Liammet-tre eo an taboulinoù a-vremañ get an jazz (1900-1940), kaset en deus araokadennoù evit simplaat ar c'hoari da skouer ar charleston (pe "hi-hat" e saozneg) ijinet get Vic Berton ha Kaiser Marshall e 1920 hag an droadikell evit ar gourdaboulin evel-se a oa tu d'an taboulinour da c'hoari get meur a lodenn eus an taboulinoù er memes koulz. Araokadennoù arall a zo daet get an emsavioù sonerezhel evel ar rock'n roll, daet eo dreist-holl àr-wel ar "set" ar pezh a dalv e vez disheñvel pep taboulin hervez c'hoantoù an tabouliner.

Aozadur an taboulinoù[kemmañ]

Un aozadur taboulinoù simpl

Aozet eo ar bateri get meur a lodenn gemmus. Aozet eo alies get tri zom : un tom uhel (12"), unan etre (13") hag unan izel (16"), ur gourdaboulin hag ur charleston, ha simbalennoù : ur "ride" hag ur "crash".


  1. Ar gourdaboulin.
  2. An tom izel.
  3. An taboulin sklaer.
  4. An tom uhel (a-zehou) hag an tom etre (a-gleiz).
  5. Ar charleston (pe "hi-hat").
  6. Ar simbalenn "crash" (a-zehou) hag ar simbalenn "ride" (a-gleiz).


An danvezioù implijet a-benn sevel ar benveg[kemmañ]

Ar fustoù[kemmañ]

Implijet e vez evit ar fustoù get ur priz izel "limibois" evit an taboulinoù, mes ivez ur meskaj koad ha danvezioù plastek. Peurvuiañ e vez kenstrollet meur a gouchad koad eus ar memes orin pe get. Graet e vez ivez taboulinoù get plankennoù koad munut eus ar memes orin, peget an eil doc'h egile evel ar c'hongasoù. Kavet e vez ivez fustoù eus merkoù uhel-tre tailhet doc'htu er c'hoad. El reson e cheñch ar son hervez ar c'hoad implijet (eflenn, tilh, dervenn...), tevder ar fustoù hag o zreuzkiz. Ijinet zo bet ivez taboulinoù get fustoù plastek (plexiglas) e 1970 get Remo. Pep merk a implij teknikoù disheñvel evit o zaboulinoù (da skouer get Pearl e vez mesket neud karbon get skav-gwrac'h).

Alc'hwez a servij da toniañ an taboulinoù.

Gellout a ra koad ar fustoù bout gwerniset pe c'holoet get ur gwiskad plastek livet, pe ur golo metal kromet moan-tre.

An troadoù hag ar sternioù[kemmañ]

An troadoù a zo graet get danvezioù metal evit ma zo gouest da zougiñ holl pezhioù an taboulinoù, graet int get aluminium pe houarn hervez an dibab ha priz an taboulinoù.

Ar simbalennoù[kemmañ]

Peurliesan e kouevr, kavet e vez meur a seurt simbalennoù da skouer ar charleston graet get div simbalenn stok ha stok (gellet a ra bout c'hoariet digor pe serret), ar "crash" get un treuzkiz etre 14" ha 20", ar "ride" etre 18" ha 24" pe ar "clash" ur simbalenn vihan get un treuzkiz eus 6" betek 12".

An taboulinoù tredan[kemmañ]

An taboulinoù tredan a zo el ar re glev met e-lec'h ar fustoù hag ar simbalennoù e vez padoù, e kroc'hen faos pe e plakenn kaoutchoug.

Taboulinoù tredan Simmons SDS5

Istor[kemmañ]

An taboulinoù tredan a zo bet krouet e 1970. Deuet eo da vezañ brudet e 1980 a-drugarez d'ar merk Simmons. Hiriv an deiz e vez produet taboulinoù tredan get meur a verk.

Mont en-dro[kemmañ]

Staget eo pep pad doc'h un daspugner tredan liammet d'ur sichenn e-lec'h ma teu er-maez un notenn, a-drugarez d'un tokarn luget get un jack d'ar sichenn. Pep pad a ro ur son disheñvel hervez ar son choazet get an taboulinour.

Un nebeud titouroù arall[kemmañ]

An taboulinoù tredan a zo bet gwellaet ha mac'had-matoc'h e vezont bremañ. Perzhioù mat a zo gante :

  • Kemer a reont nebeutoc'h a plas
  • Aesoc'h int da zougiñ
  • Tu zo da izelaat pe brasaat kreñvder ar son ha memes cheñch ar sonioù.

Taboulinourien anavezet[kemmañ]