Maria di Modena

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar rouanez Maria di Modena

Maria di Modena, pe Maria Beatrice d’Este , pe c'hoazh, diwezhatoc'h, ar Rouanez Mari (Queen Mary), (ganet d'ar 5 a viz Here 1658 - marvet d'ar 7 a viz Mae 1718) a oa ur briñsez italian, merc'h da Alfonso IV d'Este, dug Modena, a voe eil pried ar roue Jakez II hag a zeuas evel-se da vezañ rouanez Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon.

Un nebeud mizioù goude m'he doa ganet ur mab, e voe rediet da guitaat Bro-Saoz, gant an Eil Dispac'h saoz ha kavout a reas repu e Bro-C'hall, gant he bugel. Pedet e voe gant ar roue gall Loeiz XIV da chom e kastell Saint-Germain-en-Laye. Eno e varvas e 1718. Beziet e voe e kouent Chaillot, distrujet e-pad an Dispac'h gall e dibenn an XVIIIvet kantved.