Maria Aostria (1528-1603)
Eus Wikipedia
- Ur pennad Maria Aostria zo ivez .
Maria Aostria, pe Maria Spagn (1528-1603), a oa un infantez spagnol hag a zimezas d'he c'henderv aostrian, an impalaer Masimilian II, hag a voe impalaerez santel dre he dimeziñ.
[kemmañ] He buhez
Merc'h e oa da roue Spagn, Carlos Iañ Spagn, a oa Impalaer santel ivez, ha d'e bried Izabel Portugal .
[kemmañ] Dimeziñ ha bugale
Dimeziñ a reas e 1548 da Masimilian II an Impalaeriezh Santel (1527 -1576). C'hwezek bugel he doe: dek mab, ha c'hwec'h merc'h. Seizh bugel hepken a vevas.
- Anna Aostria (1549-1580) (1549–1580), a zimezas e 1570 da Fulup II Spagn (1527-1598), a voe rouanez Spagn, mamm da Fulup III Spagn.
- Ferdinant Aostria (1551–1552), marvet da 1 bloaz.
- Rodolf II an Impalaeriezh Santel (1552–1612), Impalaer santel roman german.
- Ernest Aostria (Vienna 1553–1595Bruxelles) avoe gouarnour an Izelvroioù spagnol.
- Elesbed Aostria (1554–1592), a zimezas da Charlez IX (Bro-C'hall) (1550-1574), rouanez kenseurtez Bro-C'hall, hag a zistroas da Aostria en intañvez e 1576;
- Maria Aostria (1555–1556), marvet da 1 bloaz.
- Mazheas Iañ an Impalaeriezh Santel (1557–1619), Impalaer santel roman german.
- Masimilian III Aostria (1558–1618), arc'hdug Aostria (1612- 1618).
- Albrecht Aostria (1559–1621) a zimezas e 1599 da Izabel Spagn (1566-1633), merc'h da Fulup II.
- Wenceslao Aostria (1561–1578).
- Friedrich (1562–1563) marvet da 1 bloaz.
- Maria Aostria (1564).
- Karl (1565–1566), marvet da 1 bloaz..
- Marc'harid Aostria (1567–1633), leanez.
- Leonor Aostria (1568–1580), marvet da 12 vloaz.