Mari Betania
Eus Wikipedia
Jezuz e ti Marta ha Mari , gant Tintoretto
Jezuz e ti Marta ha Mari, livet gant Jan Vermeer van Delft e 1654-1655.
Jezuz e ti Marta ha Mari, gant Diego Velázquez
Mari Betania zo ur vaouez meneget en Testamant Nevez , diskiblez da Jezuz. C'hoar eo da Lazar ha Marta.
Hervez an hengoun katolik e vije ar memes den evel Mari Magdala, pe santez Mari Madalen. Hervez ar brotestanted ha reizhkredenneien e vijent daou zen disheñvel.
Taolenn |
Mojenn [kemmañ]
Hervez ur vojenn diwanet er Grennamzer e vije deuet An Div Vari (fr:Saintes Maries), Mari Betania ha Mari Madalen, da chom da Vro-Brovañs hag e vije beziet e Saint-Maximin-la-Sainte-Baume.
Livadurioù [kemmañ]
Meur a daolenn zo diwar-benn Jezuz e ti Marta ha Mari. E-touez ar re vrudetañ e c'haller menegiñ re Tintoretto, Jan Vermeer van Delft ha Diego Velázquez.
Lennadurezh [kemmañ]
- Marthe et Marie, Jean-Louis Chrétien, Guy Lafon, Etienne Jolet, Paris, Desclée de Brouwer, 2002 (ISBN 2-220-05060-2)