Mammeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mammeg, pe mamm-gaer a vez graet gant ur pried eus mamm ar pried all. Daou seurt mammeged (pe mammoù-kaer) zo enta: mamm ar gwaz ha mamm ar wreg.

An daou seurt mammoù-kaer a vez goapaet didruez er sevenadur gall: ur gwall samm e vije ar vamm-gaer peurvuiañ. Kalz nebeutoc'h e weler se betek-hen e sevenadur Breizh avat, troet da c'hoapaat aes koulskoude: ret e vez plijout d'an danvez mamm-gaer da gaout ar verc'h, evel ma weler er c'hrennlavar: Dreist moue ar gazeg kozh e vez tapet an ebeulez.

Droukvesk[kemmañ]

Abalamour d'ar ger gallek e vez droukvesket mamm-gaer ha lezvamm a-wechoù: lezvamm Luduennig, er gontadenn, n'eo ket mamm-gaer dezhi evel-just.

Istor[kemmañ]

Roma[kemmañ]

Hervez Ploutarc'hos[1], ne c'halle ket ur vamm-gaer, e Roma, degemer prof ebet digant he mab-kaer. Juvenal a skriv: Peoc'h ebet n'hall bezañ e ti daou bried keit m'emañ ar vamm-gaer en he yec'hed.

Mammeged gall[kemmañ]

Savet eo bet brud fall ar mammoù-kaer gant ar c'homediennoù, ma weler enne mammoù-kaer droch ha ne gavont ket mat a-walc'h o deuñv evit o merc'h.

En un doare all, goude Brezel Aljeria ha donedigezh Yuzevien Maghreb da Bariz a-leizh, ez eus bet brudet, dre skinwel ha filmoù gall, ur patrom nevez: hini ar vamm yuzev, a dro aes da vamm-gaer, ha na gav plac'h ebet da zereout ouzh he mab.

Gouel ar vamm-gaer[kemmañ]

E Brazil[kemmañ]

E Brazil ivez e vez graet goap eus ar mammoù-kaer. Gant ar skrivagner Andrey do Amaral eo bet embannet al levr Como Enlouquecer Sua Sogra (Penaos lakaat ar vamm-gaer da bennsodiñ) ha berzh en deus graet.

D'an 28 a viz Ebrel emañ an Dia da Sogra, deiz ar mammoù-kaer.

E Chile[kemmañ]

Klasket ez eus bet brudañ un Dia de la suegra eno ivez, e miz Here.


E Bro-C'hall[kemmañ]

Poan a zo oc'h aozañ ur Gouel ar vamm-gaer er vro-se, hag o kavout an deiz a zere: uhttp://www.lavoixdunord.fr/Locales/Avesnes_sur_Helpe/Bonjour/2011/03/30/article_la-fete-des-belles-meres.shtml

Lennegezh c'hallek[kemmañ]

http://fr.wikisource.org/wiki/Gendre_et_belle-m%C3%A8re

  • Ar gontadenn Scientia liberatrix, ou la Belle-mère explosible, gant Alphonse Allais

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • Andrey do Amaral : [1], a-zivout e levr Como Enlouquecer Sua Sogra .


Notennoù[kemmañ]

  1. Ploutarc'hos, Quaest. rom., VIII