Alphonse Allais

Eus Wikipedia
Alphonse Allais
Alphonse Allais
Alphonse Allais
Obererezh skrivagner, kazetenner
Ganedigezh 20 a viz Here 1854
e Honfleur (Calvados)
Marv 28 a viz Here 1905
e Pariz
Yezh skrivañ galleg
Luskad lennegel tamm farserezh


Alphonse Allais a oa ur c'hazetenner, skrivagner ha fentigeller gall ganet d'an 20 a viz Here 1854 e Honfleur (Calvados, Bro-C'hall) ha marvet d'an 28 a viz Here 1905 e Pariz.

Brudet e oa e deroù an ugentvet kantved (ar "C'houlz kaer"), anavezet abalamour d'e bluenn lemm ha d'e fent diskiant. Livet en doa livadurioù difetis: e oberennoù unliv Dastumadenn an tomatez war vord ar mor Ruz gant kardinaled klañv gant taolioù-gwad hag all, kinniget e saloñs an Arzoù Digempoell, a oa bet krouet ur rummad war-raok Karrez gwenn war foñs gwenn gant Kazimir Malevitch, a vez alies anavezet evel ar skouer gentañ. Skrivet en doa ivez Allais, a-raok John Cage pe Erwin Schulhoff, ar sonaozadur bihanour kentañ: e Kan-bale kañv evit obidoù un den meur bouzar a zo ur bajenn wenn rak "ar poanioù bras a zo mut".

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'an 20 a viz Here e Honfleur (Calvados, Bro-C'hall). Mervel a reas gant ur stankerez eus ar skevent, da heul ur stankadur-gwad, m'en doa e vedisin gourc'hemennet dezhañ chom en e wele e-pad c'hwec'h miz abalamour dezhañ. Ne reas ket van ouzh an ali-mañ ha mont bemdez d'an davarn. D'ur mignon dezhañ a zegase anezhañ d'ar gêr e lavaras e vourd diwezhañ: "Warc'hoazh e vin marv! Kavout a rit se fentus, me ne c'hoarzhan ket avat. Warc'hoazh e vin marv!" Evel m'en doa disklêriet e varvas antronoz, d'an 28 a viz Here 1905 e Pariz.

Anavezet eo evel un den trenk e fent, arbennigour war gelennadur an diskiant. N'eo ket ken anavezet-se e labourioù skiantel (enklaskoù war ar fotografiezh e liv, hag ur breou evit ar c'hafe liofiliset, koulz ha labourioù war genlakadur ar gom-gwevn).

E-touez al luskad tamm farserezh en em gave, ezel e oa eus kleub an Hidropated, mont a rae da davarn ar C'hazh Du, a voe rener he c'helaouenn, ha kinnig a reas livadurioù unliv e saloñs an Arzoù Digempoell.

Bed Alphonse Allais[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tudennoù zo a zeu meur a wezh e skridoù Alphonse Allais.

Ar C'habiten Cap, Albert Caperon e anv gwir, a zo un dudenn a gomz a-dak hag a lavar: "ar bureverezh a zo evel ar mikrob: ne barlanter ket gant ar mikrob. Lazhañ anezho eo a reer!" Pa teu war wel e vez roet rekipeoù koktelioù.

Francisque Sarcey, buruteller pezhioù-c'hoari er gazetenn Le Temps ha tudennadur "skiant vat" ar vourc'hizien, a vez meneget e degouezhioù droch-pik-kenañ (ne oa ket prederiet an "aberzhiad" evit kelo-se, ha laouen e oa zoken da vezañ drevezet - sinañ a rae Allais gant e anv, pe c'hoazh Sarcisque Francey — gant ur skrivagner ken speredek. Dre ma oa bet amprestet an doare gant ur skrivagner all, e fellas da Allais sklaeraat an traoù: n'o deus nemet daou zen e Pariz ar gwir da sinañ Francisque Sarcey : me ma-unan da gentañ, ha Francisque Sarcey da eil).

E meur a zanevell e ra Allais al lu gant tezennoù an armerzhour Paul Leroy-Beaulieu (a oa a-du gant an diwall-bro), e-skeud meuliñ anezho.

Ne chom ket hep leurenniñ François Coppée, Loïe Fuller, Liane de Pougy, Cléo de Mérode, Paul Déroulède ha tud vrudet all er C'houlz kaer.

Ganet e oa bet Alphonse Allais hag Erik Satie un nebeud metroù an eil diouzh egile, er memes straed e Honfleur. En em gavet e oant e tavarn ar C'hazh Du. Lesanvet e oa bet ar sonaozour Esoterik Satie gant Alphonse Allais.

E miz Gouere 2005 ez implijas Kentañ Ministr Bro-C'hall Dominique de Villepin, e-pad un emvod-kelaouiñ, ar gerioù "brogarouriezh armerzhel". Ijinet e oa bet ar gerioù-se gant Alphonse Allais e-barzh un danevell embannet en dastumadenn « Deux et deux font cinq ». Brogarouriezh armerzhel. Lizher da bPaul Déroulède. Fae a ra ouzh tezennoù ar poufer-e-vro.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • À se tordre, 1891
  • Vive la vie !, 1892
  • Deux et deux font cinq, 1895
  • On n'est pas des bœufs, 1896
  • Amours, délices et orgues, 1898
  • Ne nous frappons pas, 1900

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alphonse Allais war-dro 1899
  • François Caradec, Alphonse Allais, Fayard, Paris, 1997
  • Benoît Noël, « Alphonse Allais et l’absinthe à cinq galons », dans Le Pays d’Auge, n° 6, novembre-décembre 2004
  • Piboi, Allais mystères et boules de gomme, Honfleur, éditions Marie, 2005 (textes d'Alphonse Allais commentés et illustrés par Piboi, avec une préface de l'artiste Eva Aeppli)
  • Jean-Yves Loriot, Pierrann, Le Génie du pote Allais, Montreuil l'Argillé, éditions Pierrann, 2002. Illustrations de Piboi (les principales inventions insolites d'Alphonse Allais)
  • Claude Gagnière, Pour tout l'or des mots, chez R. Laffont, (ISBN 2-221-08255-9)



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.