Maid Marian

Eus Wikipedia
Robin ha Marian, hervez ur skeudenn eus 1880.

Maid Marian pe Maid Marion eo dousig Robin Hood er mojennoù saoz. Mesaerez pe berjelenn eo, stag hec'h anv ouzh deiz ar 1 a Vae.

Ne oa ket bet kaoz eus he c'harantez ouzh Robin a-raok ar XVIvet kantved. A-wechoù e vez kontet da vezañ a wad uhel. N'eo ket meneget er gwerzioù kozh diwar-benn Robin Hood.

War a seblant e oa un dudenn eus gouelioù ha c'hoarioù Mae (a-hed Mae hag e deroù Mezheven, da vare ar Pantekost). Hervez Jim Lees en e levr The Quest for Robin Hood (p. 81) e vefe bet Maid Marian ur personeladur eus ar Werc'hez Vari.

Div dudenn anvet "Robin" ha "Marian" zo liammet ouzh ar 1 a viz Mae er XVvet kantved.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]