Robin Hood

Eus Wikipedia
Robin Hood o waregata gant Sir Guy

Robin Hood a zo un haroz mojennel saoz eus ar Grennamzer. Ul laer mat a zo anezhañ. Laerezh a ra ar binvidik evit reiñ d'ar re baour. O kuzhat e vez e koad Sherwood gant e vignoned.

Ur bern istorioù ha filmoù a zo bet savet diwar e benn.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Robin Hood" a dalvez Robin-e-gabell. E galleg e oa bet komprenet "Robin Wood", da lavaret eo "Robin ar C'hoad", ha diwar-se an droidigezh «Robin des Bois».

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • War-dro 1283 : Kentañ meneg eus Marion e-barzh Le Jeu de Robin et Marion gant Adam de la Halle :
  • War-dro 1377 : Kentañ meneg eus Robin (Robyn hood) gant William Langland e Piers Plowman (Pêr al Labourer-douar )
  • War-dro 1450 : Kentañ gwerzioù ha pezhioù anavet.
  • War-dro 1495 : embannadur A Gest of Robyn Hode, meurgan savet diwar meur a werz kozh, moulet gant Wynken De Worde;
  • War-dro 1765 : « Robin Hood and Guy of Guisborne », gwerz kozh hep deizaid dastumet gant Thomas Percy er Reliques de l’ancienne poésie anglaise.
  • War-dro 1795 : Dastumad gwerzioù Robin Hood: A Collection of all the Ancient Poems, Songs and Ballads, now extant, relative to that celebrated Outlaw, gant Joseph Ritson :
  • 1819 : Ivanhoe, romant istorel gant gant Walter Scott :
  • 1822 : Maid Marian, romant gant Thomas Love Peacock.
  • 1838 : Robin Hood and Little John: or, The Merry Men of Sherwood Forest, gant Pierce Egan the Younger; Alexandre Dumas a savas daou romant diwar hennezh:
    • Le Prince des voleurs (1872)
    • ha Robin Hood le Proscrit (1873).
  • 1883 : kentañ levr brudet bras e-touez al levrioù bugale: The Merry Adventures of Robin Hood of Great Renown in Nottinghamshire, gant Howard Pyle
  • 1891 : kentañ komedienn war gan e SUA: Robin Hood, gant Reginald De Koven (ton) ha Harry B. Smith (son) :

1908 : Robin Hood and His Merry Men. Kentañ film

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.