Maesaer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mesaer-deñved e Menezioù Făgăraş, Roumania.

Ur maesaer[1] zo un den a vez o vaesa bagadoù loened, o tiwall saout pe deñved peurvuiañ, war ar maez, a-wechoù er menezioù.
Goro hag ober keuz a ra a-wechoù ivez.

Istor[kemmañ]

" Nimfenn Kousket Eveshaet gant ur Mesaer", gant Angelica Kauffman, war-dro 1780, V&A Museum no. 23-1886

Maesa loened, pe diwall loened, zo unan eus koshañ micherioù an dud war an douar. Krog e oa 5000 bloaz zo en Azia Minor. An deñved a roe laezh, kig, ha gloan d'ober dilhad, ma c'halled bevañ mann nemet gante. Tamm ha tamm e voe astennet ar sevel deñved er broioù tro-dro, en Europa hag Azia.

Breizh[kemmañ]

E Breizh gwechall, ha betek deroù ar bloavezhioù 1960, e veze lakaet bugale da vaesa ar saout er parkeier. Paotred-saout, pe bugulion a veze graet anezho, berjelenned eus ar merc'hed. Evel-se eo e krogent gant ar vicher a vevelien en atantoù, ma veze ezhomm tud da labourat. Kemm a voe gant ar paotr-saout elektrik, pa ne veze ket ezhomm anezho ken, tra ma weled traktorioù o tont da gemer lec'h ar c'hezeg.

Meneg zo er c'hanaouennoù kozh eus maesarien ha berjelenned, eus c'hoarioù ha karantezioù bugale. Ha mojennoù zo diwar-benn ar bugul-noz.


Broioù all[kemmañ]

Disheñvel eo an doareoù-ober er broioù evel Aostralia, Zeland-Nevez, Arc'hantina, Texas, ma vez savet loened e tachennoù bras-ec'hon ha plaen, diouzh ar re a vez gant maesaerien a c'hiz kozh, en Afganistan pe Siria, pe re ar menezioù.


Relijion[kemmañ]

Maesaer pe pastor a vez implijet d'ober anv eus Doue er skridoù yuzev ha kristen (Psalm 23), ha d'ober anv eus Jezuz en Aviel, a lavar ar Pastor mat anezhañ e-unan. Ur bobl maesaerien e oa bet tud Israel, ha kalz anezho a save deñved, evel Abraham ha Jakob, an daouzek meuriad, Moizez, ar Roue David; ar profed Amos, a veve war-dro Tekoa. En Testamant Nevez ez eas aelez da gemenn ganedigezh Jezuz d'ar bastored, ma voe savet meur a gantik diwar-benn an darvoud.

Pastored a vez graet alies eus ar veleien gristen, ha bazh ar mesaer a vez gant eskibien gatolik, anglikan, hag Iliz Sveden. Mag ma deñved a lavar Jezuz da Bêr.

Skeudennoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Mesaer, e geriadur Hemon-Huon; maesaer ha mêsaer e Geriadur an Here.