Lucius Iañ

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Lucius Iañ a oa an eil warn-ugent eus pibien an Iliz katolik roman e Roma, eus 253 da 254, ha lakaet eo bet da sant. Dilennet e oa bet war-lerc'h marv Cornelius, met harzet e voe tost kenkent war urzh an impalaer Trebonianus Gallus ha kaset d'an harlu. Koulskoude, pa voe muntret an impalaer e tistroas da Roma abalamour ma ne oa ket brudet an impalaer nevez Valerianus da vezañ ken enebet ouzh ar gristenien.

Ne oa ket savet enep distro ar reneaded o devoa gouzañvet heskinerezh an impalaer roman Decius d'an Iliz. Kement-se a voe tamallet outañ gant an novatiens , ma rankas Cyprianus Kartada sevel e vouezh d'e zifenn.


Lucius a varvas en 254. Beziet eo e kev ar bibien e kev-beziañ Sant-Kalist.

Patrom:Pab

D'ar 4 a viz Meurzh eo e vez goueliet.