Longues-sur-Mer
Eus Wikipedia
| Kumunioù Bro-C'hall | |
|---|---|
| Anv | Longues-sur-Mer |
| Skoed | |
| Lec'hiadur Longues-sur-Mer e Kanton Ryes hag en Arondisamant Bayeux | |
| Riez | |
| Rannvro | Normandi-Izel |
| Departamant | Calvados |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Bayeux |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes Bayeux Intercom |
| Kanton | Ryes |
| Kod INSEE | 14377 |
| Kod post | 14400 |
| Maer | Roland Tirard |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 12,29 km² |
| Led | 49° 20' 12" Norzh |
| Hed | 00° 41' 39" Kornôg |
| Uhelder kreiz | .. m |
| Uhelder bihanañ | 0 m |
| Uhelder brasañ | 77 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 674 (2008) |
| Stankter | 55 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Longues-sur-Mer a zo ur gumun eus Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
XIXvet kantved [kemmañ]
- 1861: Longues (403 annezad e 1856) a voe staget outi kumunioù Fontenailles (177 annezad) er reter ha Marigny (287 annezad) er c'hornôg.
XXvet kantved [kemmañ]
- 1924: Longues a zo anvet Longues-sur-Mer.
- Eil brezel-bed, Even 1944: Longues-sur-Mer a zo ul lodenn eus tachenn dilestrañ Gold Beach e-pad an Dilestradeg e Normandi; eno e oa bet staliet ur strollad pevar c'hanol 150 mm alaman e miz Gwengolo 1943. Bombezet e voe d'an 28 a viz Mae ha d'an 3 a viz Even; en noz entre ar 5 hag ar 6 a viz Even e voe bombezet en-dro gant 124 nijerez eus ar Royal Air Force, 600 tonenn a vombezioù a voe taolet en taol-mañ. Ne viras ket ouzh ar ganolierion tennañ ouzh al listri brezel SUAat adalek 5 eur 37; tennoù al listri-brezel Georges-Leygues, Montcalm, Ajax hag Arkansas a beurzistruj ar strollad un tammig a-raok 7 eur noz; ar ganolierion alaman en em rentas d’ar soudarded saoz eus Rejimant an Devonshire d’ar 7 a viz Even. Distrujoù bras a voe er gumun [1]; lazhet e voe pemp den nann soudard e Longues gant bombezadegoù ha tennoù kanol d'ar 6 [2].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Blockhausoù pezhioù-kanol alaman, 1943 (luc'hskeudenn).
- Kastell Marigny, XVIIvet kantved.
- Abati beneaded Sainte Marie e Longues, iliz eus an XIII vet kantved.
- Iliz katolik Saint Laurent e Longues, XIIvet kantved, adkempennet penn-da-benn er XVIIvet kantved pa voe kenstrollet parrezioù Longues, Marigny ha Fontenailles.
- Iliz katolik Saint Laurent e Marigny XIIvet-XIIIvet kantvedoù [3].
- Iliz katolik Saint Pierre e Fontenailles, 1202, bet distrujet razh gant ar bombezadegoù e 1944 ; n’eo ket bet adsavet [4].
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1962-2008 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh [kemmañ]
Tud [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Notennoù ha daveoù [kemmañ]
- ↑ Yves Lecouturier, Les plages du débarquement, pajennoù 50 ha 51, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1999
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France
- ↑ Skeudennoù - Clochers de France