Loch Lochaidh

Eus Wikipedia
Loch Lochaidh gwelet eus ar c'hlann gevred.

Loch Lochaidh (Loch Lochy e saozneg) a zo ul loc'h vras dour dous e Loch Abar, en Uheldirioù Bro-Skos. An trede donañ loc'h eus Bro-Skos eo gant 70 m a zonder etre (en he donañ eo 162 m). 16 km eo he hed hag 1 km he ledander etre, tra m'eo 16 km² he gorread. Emañ 16 km er mervent da Loch Nis, hag evel homañ emañ a-hed ar Gleann Mòr ("ar Glenn Meur"). Un darn eo eus ar Ganol Galedonian.