Liutprand Cremona

Eus Wikipedia

Liutprand Cremona (pe Liudprand, pe Luitprand) a oa ganet war-dro 920-922 e Pavia, ha marvet e 972, a oa un istorour lombard hag eskob Cremona, en Italia.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en un tiegezh Lombarded a ouenn uhel. E 931 ez eas da floc'h da Bavia, da lez ar roue frank Huon Arle, a oa roue Italia hag a oa dimezet da v-Marozia, ur gontez c'halloudus eus Roma.
Savet e voe el lez, ha dont a reas da vout kloareg en iliz-veur Pavia.
Pa varvas Huon e 947, laosket gantañ e vab Lotar evel roue Italia, ez eas Liutprand da sekretour gant gwir rener ar vro, Berengar II, markiz Ivrea, ha da jubennour, dre ma ouie gresianeg. Evel se eo e teuas da vout kansellour hag e 949 e voe kaset da gannad da Vizantion da lez Koustantin VII Porfirogenitus.

Dre ma oa bet kaset tad ha leztad Liutprand di en e raok, ha dre ma ouie ar yezh en doa desket a-raok mont di (un dra ral e Kornogeuropa en Xvet kantved) ne oa ket tu da gavout gwell egetañ evit ar gefridi.

Koulskoude, abalamour ma oa un den rust, gros, ha diseven, dizanaoudek dezhañ an doareoù a sevended hag a naetadurezh, e voe ur pevar miz poanius dezhañ. Kement-se zo kontet gantañ en e Antapodosis, un danevell enepgresian, ma tispak an holl vojennoù a c'halled da gontañ diwar-benn Romaned ha Hellaziz, a lavare e oant dinerzh, gaouiat, divrezelgar, evel merc'hed, ha traoù all a ziskouez en doa ur sell "barbar " ouzh ar sevenadur.

Diwar-benn an Impalaeriezh roman ha Romaned Hellaz e skrivas:

  • Gant an istor e teskomp e oa ganet en avoultriezh Romulus, muntrer e vreur, en deus roet e anv d'ar Romaned; e savas un ti-repu evitañ hag e temgemeras ennañ dleourien, sklaved dindan dec'h, muntrerien, hag a ree a verite ar marv evit o oberoù. Hag e c'halvas da zont betek ennañ un toullad mat eus an dud -se hag e reas Romanaed anezho. Eus an noblañs-se eo diskennet ar re-mañ a rit bedrenerien pe impalaerien anezho; a reomp kement a fae warne, ni Lombarded, Saozon, Franked, Lotaringiz, Bavarianed, Swabed, Burgonded, ma ne c'hallomp ober gwashoc'h anv eget Roman eus hon enebourien, o lakaat en anv-se, en anv a Romaned, kement tamm dismegañs, abafded, pizhoni, orgederezh, gevierezh: e-berr kement tamm fallagriezh. Met peogwir e fell deoc'h derc'hel da lavarout n'omp ket brezelius nag ampart war ar marc'hegañ, ma verit pec'hedoù ar Gristenien e chomjec'h gant ho kalonoù kalet, e vo diskouezet en emgann kentañ a vo petra oc'h ha pegen brezelius omp-ni.

Pa zistroas e vroc'has ouzh Berengar, ha kuitaat a reas e lez war-dro 955. Neuze e troas ouzh e enebour, an impalaer Otto Iañ, hag en devoa aloubet un darn eus Italia (Roma ha Ravenna), hag a zeuas da vout roue Italia pa varvas Lotar e 950.

An Impalaer santel Otto Iañ o tegemer le gwazoniezh Berengar II.

Distreiñ a reas gant Otto da Italia e 961, hag anvet e voe da eskob Pavia er bloavezh-se, ha da eskob Cremona e 962. E 963 e voe kaset da Roma da gannad d'ar pab Yann XII e penn-kentañ an tabut etre ar pab hag an impalaer santel. Perzh a gemeras e Kuzul-eskibien Roma e 963, ma voe distroadet Yann XII. Gantañ e voe skrivet danevell nemeti an darvoudoù.

E lez Otton ec'h en em gavas gant Recemund, kannad eus Córdoba, a lavaras dezhañ e ranke skrivañ istor e amzer (skrivet en Antapodosis diwezhañ, dediet da Recemund).

Alies e veze kaset da gaout ar pab, hag e 968 e voe kaset da Gergustentin adarre, da c'houlenn evit mab an impalaer (an danvez Otto II) dorn Teophano, merc'h an impalaer Romanus II.

E 968 e tistroas Liutprand evel kannad da Gergustentin da c'houlenn dorn Porphyrogénète, merc'h Nicéphore II Phocas, evit Otton II, mab Otton Iañ. Ur gabestr en doe, siwazh da Otton Iañ, a c'hoantae tizhout ar peoc'h gant an impalaeriezh vizantat dre an eured-se ha bezañ anavezet ganti a-benn ar fin: digant Liutprand e tesker e veze graet « Rex » eus Otton e lez Bizantion, ha neket « Basileus » N'ouzer ket hag ober a reas Liutprand e drede kannadiezh da Gergustentin e 971, da aozañ dimeziñ Otton II hag ar briñsez Teofano, merc'h an impalaer bizantat, a voe kurunet impalaerez santel roman war un dro gant he gwaz.

Mervel a reas war-dro 972, rak un eskob nevez a voe anvet e Cremona e 973.

E skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An 'Antapodosis, skrivet etre 956 ha 958 war c'houlenn Recemundus (eskob Elvira ha kannad Kalifiezh Córdoba, en emgavet gant Liutprand e lez Otton Iañ . Lenn a reer aze istor an Impalaeriezh e c'hwec'h levrenn, eus 886 betek 952, maget gant droukrañs Liutprand ouzh Berengar II, roue Lombardia, hag e wreg Willa .
  • Liber de rebus gestis Ottonis magni imperatoris (960-964), danevell istorel diwar-benn Otton.
  • E ziv gannadiezh kentañ da Constantinopolis, Legatio pe De Legatione Constantinopolitana,

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Diwar-benn div veaj kentañ Liutprand evel kannadour: [1].