Otto II (impalaer santel)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Otto II

Otto II, ganet e dibenn 955, ha marvet d'ar 7 a viz Kerzu 983 e Roma, a oa mab da Otto Iañ hag Adelaid Bourgogn, hag impalaer santel roman war-lerc'h e dad. Dimeziñ a reas d'ar briñsez Teofano.

Kenderc'hel a reas gant politikerezh e dad, kreñvaat an impalaeriezh, ha kreskiñ he zachenn en Italia. Ne oa ket koulz soudard hag e dad met derc'hel a reas an impalaeriezh en he sav ha dindanañ e vleunias ar sevenadur hag ar c'henwerzh.

Da fall e troas e droiadoù-brezel e Frankia ar C'hornôg hag e kreisteiz Italia.

Mervel a eure en 983, hag eñ 28 vloaz.

E vuhez[kemmañ]

E yaouankiz[kemmañ]

E dad a roas dezhañ kelennerien evel Gerbert d'Aurillac [1], e eontr Brunon Köln, arc'heskob Köln, e lezvreur bastard Gwilherm Mainz, arc'heskob Mainz. Yaouank e oa pa gemeras perzh gant e dad e troiadoù brezel en Italia. Dilennet e voe da roue gant dieta Worms, kenren a reas gant e dad, ha roet e voe dezhañ kurunenn Germania d'ar 26 a viz Mae 961[2] en iliz-veur Aachen.

Notennoù[kemmañ]

  1. Buhez Otto II
  2. Nouvel abrégé chronologique de l'histoire et du droit public d'Allemagne, Pfeffel, Christian Friedrich (1726-1807), p.136.