Literatura de cordel
Al literatura de cordel, pe lennegezh diwar ar fiselenn, zo un doare barzhoniezh poblek, a oa dre gomz a orin hag a zo bet moulet war baper marc'had-mat, lakaet war ziskouez a-ispilh ouzh ur fiselenn.
Dont a ra eus lennegezh dre gomz troubadourien ar Grennamzer, a deue da ganañ er marc'hallac'hioù sonennoù diwar-benn brezelourien pe priñsezed, pe darvoudoù skrijus ar vro.
Adalek 1450 ha deroù marevezh ar moulerezh e vo skrivet al lennegezh-se war follennoù anvet en « folhetos » en portugaleg. Ganet e oa e Portugal, ma vezer kustum da ispilhañ paper. E Brazil e vleunio en XIXvet kanved
Bev eo c'hoazh e Brazil, en Nordeste, ha dreist-holl e stadoù Ceará, Paraiba, ha Pernambuco.
An oberourien, anvet cordelistas, a lavar gwerzennoù hogos war gan, pe a lenn en un doare meurdezus da sachañ evezh ar brenerien.
Literatura de cordel a vez graet anezhi peogwir e vez staget ar « folhetos » ouzh ur fiselenn (cordel) er foarioù ha marc'hadoù e Nordeste Brazil.
[kemmañ] Hañval
Klotañ a ra gant al lennegezh war follennoù-nij, anavezet e Breizh en XIXvet ha deroù an XXvet kantved.
Al lennegezh-se a vez dibunet ouzh son ar violin pe ar gitar.
[kemmañ] Pennadoù kar
- Patativa do Assaré (1909 — 2002), .