Lezenn Titius-Bode

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Lezenn Bode, anavezet ivez evel lezenn Titius-Bode, a zo ul lezenn diwar-benn an hed etre ar planedennoù eus Koskoriad an Heol hag an Heol.

Kavet eo bet al lezenn-se gant Johann Titius e 1766 hag embannet gant Johann Bode e 1772. Skinoù kelc'htro ar planedennoù a oa bet jedet dija gant ar matematikour David Gregory e penn kentañ an XVIIIvet kantved.

Eztaol niverek[kemmañ]

Kemeromp an heuliad : 0, 3, 6, 12, 24... pep niver a zo an doubl eus an hini diaraok (nemet evit 0 ha 3).

Ouzhpennomp bremañ 4 da bep niver, evel-se e kavomp 4, 7, 10, 16, 28...

Ha rannomp anezhe dre dek. A-benn ar fin e kavomp 0,4 ; 0,7 ; 1,0 ; 1,6 ; 2,8...

An niveroù-se a genglot gant an hed etre ur blanedenn eus Koskoriad an Heol hag an Heol.

En ur mod-all :

Hanter-ahel bras Merc'her : 0,4 ua

Hanter-ahel bras Gwener : 0,7 ua

Hanter-ahel bras an Douar : 1,0 ua

Hanter ahel bras Meurzh : 1,6 ua

War-hed 2,8 ua diouzh an Heol emañ Keres.

Hag all.


An heuliad niverel-se a zo roet gant ar formulenn :

r = 0,4 + 0,3 x 2n-1

Bez ez eus memestra ur gudenn gant ar formulenn-se : evit kavout hanter-ahel bras Merc'her eo ret da n bezañ par da -∞.


Ali kumuniezh ar skiantourien[kemmañ]

Al lezenn-se a zo degemeret fall a-walc'h gant kumuniezh ar skiantourien dre ma eo ul liamm empirikel etre skinoù kelc'h-tro ar planedennoù eus sistem an Heol.

Ouzhpenn-se ne 'z eus ket tu kavout hanter-ahel bras ar blanedenn Neizhan gant ar formulenn. Evit jediñ hanter-ahel bras Neizhan gant ar formulenn eo ret kemer n par da 8. Met gant n par da 8 e kaver 38,8 ua padal ez eo hanter-ahel Neizhan par da 30 ua.

Hep displegadenn deorikel ne c'hellomp ket kaout un ali resis diwar-benn al lezenn-se pe unan all hag he defe ar memes roll.