Lenn Baikal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lenn Baikal (ruseg: о́зеро Байка́л, distaget: [ˈozʲɪrə bʌjˈkɑl], bouriateg: Байгал нуур) zo ul lenn e su Siberia e Rusia ar reter. Etre Oblast Irkoutsk er gwalarn ha Republik Bouryatia er gevred emañ, e-kichenn kêr Irkoutsk. Ar gêr Baikal a c'hall dont eus Baigal pe Байгал hag a dalv natur e mongoleg. Anavezet eo ivez evel "Lagad glaz Siberia". [1]
31 500 km² eo, 636 km a hirder ha 48 km a ledander well-wazh. Gant 1637 metr a zonder e ya Lenn Baikal da vezañ lenn zonañ ar bed.[2] 23,000 km³ dour a zo miret en doare-se. Bernad dour dous brasañ ar bed eo.[3] Lenn goshañ ar bed eo ivez, 25 milion bloaz he oad.[3] Al lenn Baikal a zegemer ouzhpenn 1,700 spesad plantennoù ha loened, en o zouez an daoufarzh anezho ne vêz ket kavet nemet eno er bed[4]. Disklêriet eo bet Glad bedel gant an Unesco e 1996.[5]
Olkhon eo he enez vrasañ. Sviatoj Nos eo he gourenez zisparañ, da lâret eo ar Fri Santel (war ar ribl reter, ur gwarezva hag ur park natur eo).
[kemmañ] Daveoù
- ↑ Lake Baikal: the great blue eye of Siberia. CNN.com. Kavet e 21-10-2006.
- ↑ Deepest Lake in the World. geology.com. Kavet e 18-08-2007.
- ↑ 3,0 3,1 U.S. Geological Survey Fact Sheet: Lake Baikal — A Touchstone for Global Change and Rift Studies, Gouere 1993 (accessed February 10, 2007)
- ↑ "Russia." Britannica Student Encyclopedia. 2007. Encyclopædia Britannica Online. 3 July 2007 [1]
- ↑ Lake Baikal — World Heritage Site. World Heritage. Kavet e 13-01-2007.

