Bouriateg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bouriateg
(Буряад, Buryaad)
Perzhioù
Komzet e : Rusia
Rannved : Bouryatia
Komzet gant : 318 000 (1990)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù altaek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Bouryatia
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 bua
ISO 639-3
Kod SIL MNB
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh altaek eus skourr ar yezhoù oiratek-c'halc'hek eo ar bouriateg (buryat), komzet gant tro-dro da 450.000 den en holl e Hulun-Buyr e Mongolia an Diabarzh e Sina (65.000 den e 1982), e biz Mongolia (64.900 den e 1995 pe 2,5% eus ar boblañs), hag e Buryat-Mongol e Rusia (Azia) (318.000 den e 1990).

E Sina e vez renket ez ofisiel dindan ar mongoleg. Disheñvel eo doare-yezh pe bro dre ma'c'h int bet levezonet gant yezhoù disheñvel: E Mongolia eo bet levezonet-don ar yezh gant ar mongoleg unvan hag implijet e vez ar mongoleg eno evel yezh dre skrid. E Rusia, avat, e lec'h ma vez skrivet gant al lizherenneg kirillek hag implijet evel yezh dre skrid eo bet levezonet-don gant ar ruseg.

Meur a rannyezh ez eus a vro da vro:

  • Bargoueg (bargu): Sina
  • C'horieg (khori): Sina, Mongolia, Rusia
  • Agaeg (aga): Sina, Mongolia
  • Ec'hiriteg (ekhirit): Rusia
  • Oungagg (unga): Rusia
  • Ninzneg-oudinskeg (ninzne-udinsk): Rusia
  • Bargouzineg (barguzin): Rusia
  • Tounkaeg (tunka): Rusia
  • Okaeg (oka): Rusia
  • Alareg (alar): Rusia
  • Boc'haneg (bokhan pe bohaan): Rusia
  • Boulagateg (bulagat): Rusia


Gwelet ivez[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.