Le Cheval d'orgueil (film)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Le Cheval d'orgueil (Marc'h al Lorc'h hervez an doare eilmouezhiet brezhonek) a zo ur film gall sevenet gant Claude Chabrol, deuet er-maez e 1980, ha savet diwar al levr eñvorennoù gant Per-Jakez Heliaz.

Synopsis[kemmañ]

Ar vuhez war ar maez er Vro-Vigoudenn, e mervent Breizh, e penn kentañ an XXvet kantved betek fin ar Brezel-bed kentañ. Paour-razh eo ar gouerien ha n'o deus ken pal nemet en em geitañ ganti kement ha ma c'hellont. Pêr-Alan a gej gant Anna-Vari, mevel eo e-barzh un ti-feurm hag ober a ra war-dro ar c'hezeg dreist-holl. O dimeziñ a zo un troc'h devezh a-raok distreiñ d'ar baourentez. Genel a raio ur mab: Pêr-Jakez lesanvet « Pêrig », hag a vo desavet gant e dad-kozh Alan. Deskiñ a raio ez eo war al lorc'h e saver pa ne vezer ket perc'henn d’ur marc'h.

Evezhiadennoù[kemmañ]

Er penn-kentañ en doa raktreset Claude Chabrol ober ur film diwar-benn peizanted ar Creuse e deroù an XXvet kantved. Pa lennas best-seller Per-Jakez Heliaz e tibabas cheñch lec'h hag istor. Al levr a dres Breizh war ar maezioù e penn-kentañ an XXvet kantved, un nebeut bloavezhioù a-raok ar Brezel-bed kentañ. An azasadur, bet fiziet e Daniel Boulanger, a zo tuet war-zu al lodenn eñvorennoù ha kont a ra buhez Pêr. N'eo ket bet degemer mat ar film gant ar filmvarnourien pa 'zo deuet ar-maez, ne weler ket anezhañ alies war ar skinwel. Kerse bras en deus bet Chabrol da na vezañ sevenet ar film e brezhoneg, dre m'en deus filmet an traoù e galleg ez eus bet un nebeut diaesterioù (da skouer pa n'en deus ket c'hoant Pêr deskiñ ar galleg er skol). Ar film-mañ a zo un azasadur feal d'an oberenn orin gant Per-Jakez Heliaz hag un tres eus ur rannvro gant un identelezh kreñv.

« Ce film est dédié au pays Bigouden » a zo an dediadenn a c'heller lenn e-pennkentañ ar film Le Cheval d'Orgueil.

Eilmouezhiet e oa bet ar film e brezhoneg e 2008 gant Dizale[1].

Fichenn teknikel[kemmañ]

Komedianed[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. http://dizale.nuxit.net/keleier/index.php?pajenn=munud_keleier&munud=22

Gwelet ivez[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.