Le Cheval d'orgueil (levr)

Eus Wikipedia

Marteze emaoc'h o klask war-lerc'h ar film Le Cheval d'orgueil (film)

An embannadur gallek

Le cheval d'orgueil ("Marc'h al Lorc'h") zo ul levr ennañ eñvorennoù bugaleaj Per-Jakez Heliaz, embannet e 1975 gant an embanner gall Plon, e Pariz, e-barzh an dastumad Terre Humaine.

Savet e oa al levr diwar bennadoù divyezhek embannet e-barzh Ouest-France e-pad bloavezhioù.

Lavarout a rae ar skrivagner e oa bet skrivet e brezhoneg gantañ a-raok bezañ troet e galleg gantañ.

Berzh en deus graet dre ar bed a-bezh, buan e voe gwerzhet ouzhpenn 500 000 skouerenn ha troet eo bet e 18 yezh(Daveoù a vank).

Tabut a savas gant Xavier Grall hag a embannas Le Cheval couché, ma tamalle da Bêr-Jakez Helias bezañ treset ur skeudenn eus ur Vreizh kozh.

Kontet eo buhez ur familh kouerien baour a Vro-Vigoudenn un tamm a-raok ar Brezel-bed Kentañ

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur film a zo bet savet gant ar filmaozer gall Claude Chabrol diwar al levr e 1980, hag eilmouezhiet e brezhoneg gant Dizale gant an titl Marc'h al Lorc'h.

Embannadur brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a vloaz goude e voe embannet ar skrid brezhoneg gant Terre Humaine evel ma oa bet e galleg, paper heñvel, golo kalet, keinet heñvel, un embannadur kaer evel n'eus ket kalz e brezhoneg. E falc'huneg e oa skrivet evel pennadoù Ouest-France. Ne reas ket berzh tamm ebet avat, ha distrujet e voe ar miliadoù a levrioù na oant ket bet gwerzhet.

Un toullad bloavezhioù goude e oa Emgleo Breiz oc'h adembann levr Heliaz gant ur golo tanav ha war baper marc'had-mat, disheñvel-mat diouzh an embannadur kentañ.

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Porched al Lennegezh vrezhonek – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezh vrezhonek.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.