Kumuniezh alamanek Belgia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Duitstalige GemeenschapLocatie.png

Kumuniezh alamanek Belgia a zo unan eus an teir c'humuniezh kevredel eus Belgia. Ur gorread a 854 km² hag ur boblañs a 75.000 a dud he deus. Enni e kaver an darn vrasañ eus kantonioù ar reter a voe roet da Velgia gant Feur-emglev Versailhez. Eupen eo he c'hêr-benn.

Kantonioù ar reter a voe un darn eus Prusia betek 1920 met staget e voent ouzh Belgia goude ma oa bet faezhet Alamagn er Brezel-bed kentañ. Hervez ar feur-skrid e tlejed goulenn digant an annezidi ha fellout a rae dezho mont da Velgiz. Referendum ebet ne oa bet. Dav e oa d'an dud ne oant ket a-du gant an stagidigezh d'en em enrollañ met nebeut tre anezho o deus graet an dra-se peogwir o doa aon rak an distro-gwall.

Adstaget e voe ar rannvro ouzh Alamagn e 1940 met ne badas an dra-se nemet betek 1945 ha da Velgia e tistroas ar c'hantonioù goude ar brezel.

E-pad ar bloavezhioù 60 e voe disrannet Belgia e peder rannvro yezhel. Kumuniezh alamanek Belgia a yeas d'ober unan anezho met un darn eus Wallonia e chomas. Ur Parlamant eus kumuniezh alamanek Belgia a voe aozet ha dezhañ a voe roet galloudoù war dachenn ar yezh hag ar sevenadur. Raktreset eo da lakaat ar gumuniezh d'ur rannvro wir ha treuzkaset e oa bet un tamm eus galloudoù Wallonia d'he farlamant, avat.

Kumunioù ar gumuniezh[kemmañ]