Kren-douar Shaanxi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn Sina a ziskouez proviñs Shaanxi (e ruz) hag ar proviñsoù all tizhet gant ar c'hren-douar (orañjez)

Kren-douar Shaanxi pe Kren-douar kontelezh Hua eo ar c'hren-douar marvusañ testeniekaet betek an deizoù. Soñjet e vez ez eus marvet e-tro 830.000 a dud abalamour dezhañ. C'hoarvezet eo e-kerzh ur mintinvezh d'an 23 Genver 1556 e Shaanxi, e Sina. Tizhet e voe ouzhpenn 90 kontelezh e proviñsoù Shaanxi, Shanxi, Henan, Gansu, Hebei, Shandong, Hubei, Hunan, Jiangsu hag Anhui [1]. Distrujet e voe un takad 830 kilometr kelc'h tro-dro hag e kontelezhioù zo e varvas betek 60 % eus ar boblañs. [2]. D'an ampoent e veve an darn vrasañ eus an dud e kevioù kalvezel toullet e tarrozioù loess a zisac'has e-kerzh an taol freuz .

Ar c'hren-douar[kemmañ]

C'hoarvezet eo e-kerzh ren an Impalaer Jiajing eus an dierniezh Ming.

Istimadurioù a-vremañ, diazezet war roadennoù geologel, a laka da eizh mui pe vui ampled ar c'hren-douar war skeul Richter. Daoust da hemañ bezañ bet ar c'hren-douar marvusañ hag ar pempvet gwallreuz naturel gwashañ en istor ez eus bet krenoù-douar o deus tizhet un ampled brasoc'h c'hoazh. E-pad an hanter eus ar bloaz war-lerc'h e voe kendalc'het da santout stroñsadennoù all meur a wech bep miz [3]. E kontelezh Hua nepell eus Menez Hua e Shaanxi (Ledred 34.5, Hedred 109.7) eo bet an epikreizenn.

Setu penaos eo bet dezrevellet e danevell vloaz sina :

Da-geñver goanvezh 1556, ez eus c'hoarvezet ur c'hren-douar reuziek e proviñsoù Shanxi ha Shaanxi. En hor c'hontelezh eus Hua e c'hoarvezas freuz ha reuz a bep seurt. Dilec'hiet e voe stêrioù ha menezioù ha freuzet-lip e voe an hentoù. E lec'hioù zo e savas an douar a-greiz pep kreiz ha torgennoù nevez en em stummas pe neuze e sankas trumm ha genel a reas traoñiennoù nevez. E lec'hioù all e strinkas froudoù en ur serr-lagad pe e torras an douar ma teuas war wel islonkoù nevez. Ar foukennoù, tiez an ofisourien, an temploù, mogerioù ar c'hêrioù, pep tra a gouezhas d'an traoñ war an taol.

Gwallet fall e voe meur a vaen-koun eus ar c'hoad mein. War ar 114 maen Kaicheng e voe torret 40 gant ar c'hren-douar. [4]

Gallout a reas ar c'helenner Qin Keda treuzvevañ ha testeniañ. Setu ar gentel a dennas eus ar c'hren-douar : "e deroù-tout ur c'hren-douar ne zlefe ket an dud zo en diabarzh klask mont er-maez diouzhtu. En em deuler d'an traoñ ha gortoz e blanedenn. Ha pa vefe diskaret an neizh e c'hall vioù zo enni chom dibistig a-wechoù." [5] Diwar ar meneg-mañ e c'haller soñjal e voe lazhet kalz a dud o pennfolliñ hag o klask tec'hout tra ma c'hallas lod a oa chomet el lec'h ma oant en em dennañ.

Gant ar stroñsadennoù e voe krennet uhelder Pagodenn vihan ar Waz Ouez e Xi'an eus 45 metr da 43.4 metr.

Kevioù Loess[kemmañ]

D'an ampoent e veve milionoù a dud e mougevioù Loess kalvezel toullet e tarrozioù e kostez ar gompezenn Loess. Graet e vez Loess eus an douar gouelezennek bet degaset gant ar barroù-avel a-hed an amzerioù. En em stummet eo al loess gwak priellek goude milionoù a vloavezhioù gant gouelezennoù degaset gant an avelioù o tont eus dezerzh Gobi . Un douar hegrign-meurbet eo al Loess; stummet e vez aes gant nerzh an avel hag an dour. En em astenn a ra ar gompezenn loess hag he douar poultrennek penn-da-benn a-hed proviñsoù Shanxi, Shaanxi, ha Gansu, war-bouez nebeut. Ha goleiñ a ra darn eus proviñsoù all. Bevañ a rae an darn vrasañ eus ar boblañs e mougevioù anvet Yaodong toullet en torgennoù. Hennezh eo bet an abeg pennañ d'ur c'houst marvioù ken bras. Disac'het eo an douar gant ar c'hren-douar ha freuzet eo bet ar c'hevioù.

Niver a reuzidi[kemmañ]

Krenoù-douar marvusañ
Renk Kren-douar Bro Bloaz Reuzidi
1 "Shaanxi" Sina 1556 830 000
2 "Meurvor Indez" nr. Indonezia 2004 283 100
3 "Tangshan" Sina 1976 242 000
4 "Aleppo" Siria 1138 230 000
5 "Gansu" Sina 1920 war-dro 200 000
Pennad pennañ : Roll krenoù-douar

Koulz lavaret eo dibosupl priziañ ment an dismantroù deuet da-heul ar c'hren-douar-mañ. Dre voas e roer ar sifr a 830.000 a dud varv. Ken bras eo bet sur a-walc'h ment an distruj war ar perc'henniezhioù ken n'hall ket bezañ ijinet. Distrujet-lip e voe un dachenn ec'hon-spontus eus argoad Sina hag istimet e vez ez eus bet kollet betek 60 % eus ar boblañs er proviñsoù-se. Live ar freuz n'hall bezañ keñveriet nemet gant hini tarzhadenn ur vombezenn nukleel.

Keñveriañ[kemmañ]

Kouskoude n'eo ket bet kren-douar 1556 Shaanxi ar gwallreuz spontusañ en istor Sina. Da skouer ez eus bet dekmilionoù a dud varv e-pad an tri bloavezh reuzioù naturel etre 1959 ha 1961.

Gwelet ivez[kemmañ]

Daveenn[kemmañ]

  • Annals of China quoted from p.100 of 30 Years' Review of China's Science and Technology, 1949-79 evel gwelet war Google Print

Liamm diavaez[kemmañ]

Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.