Mont d’an endalc’had

Klas

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Klas (disheñvelout))

Unan eus sterioù stankañ ar ger klas a denn d'an deskadurezh. Talvezout a ra amañ evit ar strolladoù diskibled a vez renket dre o oad pe o liveoù anaoudegezhioù. Renket e vez amañ tud yaouank e klasoù evel ma vez an holl dud e klasoù sokial hag meur dra e klasoù ispisial (sell ouzh pajenn an heñvelstummoù).

Orin ar ger er ster hollek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Roma e veze renket e classis-où ar geodederien hervez an tailhoù a veze paeet ganto. Alese ar sterioù sokial e galleg hag e brezhoneg.

Orin ar ger en deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er skolajoù gall ar [[XVIvet kantved]] eo bet implijet klas evit ar rannoù a veze graet e-touezh ar skolajidi. Er mare-se e veze graet hervez al liveoù anaoudegezhioù pa ne c'helle ket an holl diskibled kregiñ abred gant studi al latin, hemañ diazez an deskadurezh.

Klas en deus meur a ster dindan levezon ar galleg classe (eus ar ger latin : classis) :

      • Skiantoù rik