Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek
Eus Wikipedia
EIZIE, pe Euskal Itzultzaile, Zuzentzaile eta Interpreteen Elkartea, eo anv Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek en Euskal Herria. Aozet e vez ganto stummadur an droourien euskarek ha difennet o gwirioù.
Taolenn |
[kemmañ] Orin
Krouet eo bet en 1987 gant un dornad troourien a vicher hag a felle dezho aozañ ar vicher . Juan María Lekuona e voe ar prezidant kentañ.
[kemmañ] Armerzh
Arc'hantet eo EIZIE gant an aozadurioù-mañ:
[kemmañ] Embannadurioù
Gant EIZIE e vez skoazellet pe renet an embannadurioù-mañ:
- Site web d'EIZIE: lec'hienn an droourien euskarek, en euskareg, kastilhaneg, galleg ha saozneg.
- Dastumad Lennegezh Hollvedel: ur program treiñ d'an euskareg oberennoù meur al lennegezh etrebroadel, skoazellet gant Gouarnamant Euskadi, kroget e 1989 ; e 2007 e oa bet troet 125 titl.
- Basqueliterature.com: lec'hienn savet gant EIZIE evit brudañ al lennegezh euskarek e yezhoù all.
[kemmañ] Evezhiadenn
N'eus netra heñvel e Breizh.
[kemmañ] Liamm diavaez
- http://www.eizie.org/Elkartea/ikastaroak/ Lec'hienn liesyezhek EIZIE