Katelin Siena

Eus Wikipedia
Katelin Siena
Libro della divina dottrina, c. 1475

Caterina Benincasa, anavezetoc'h evel Caterina da Siena (Katelin Siena ha Santez Katell e brezhoneg), bet ganet e kêr Siena e Toskana en Italia d'ar 25 a viz Meurzh 1347 ha marvet e Roma d'an 29 a viz Ebrel 1380, a oa ul leanez italian anvet da santez e 1461.

Ezel e oa eus trede urzh Sant Dominig. Difennourez ar babelezh eo bet a-hed he buhez da vare Skism Meur ar C'hornôg (1378-1417).
Levezon he deus bet war ar bibien Gregor XI hag Urban VI. Meur a wech eo bet kannadez evit kêr Firenze pe evit ar pab.
Savet he deus oberennoù a zoueoniezh ha skridoù kevrinek hag o deus bet ul levezon vras war an danvez-se. Gwelet int evel pennoberennoù eus lennegezh italianek ar mare.

Maeronez ar gazetennerien ha tud ar media eo. Lidet e vez d'an 29 a viz Ebrel.
Anvet eo bet da vaeronez kêr Roma e 1866 gant Pi IX, ha da vaeronez Italia e 1939 gant Pi XII.
Laket eo bet da "zoktorez an Iliz" e 1970 gant Paol VI, war un dro gant Tereza a Avila.
Anvet eo bet da vaeronez Europa gant Yann-Baol II e 1999.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre gomz e save hec'h oberennoù rak ne ouie ket skrivañ. Miret ez eus bet 381 lizher, d'ar pab peurgetket, 26 pedenn hag hec'h oberenn veur : Libro della divina dottrina, anavezet evel Dialogo della Provvidenza ("Levr Kelennadurezh Doue" pe "Diviz ar Ragevezh", 1378).