Kaspar Hauser

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kaspar Hauser, hervez un dresadenn gant Johann Georg Laminit (1775-1848)
Tresadenn gant Kaspar Hauser, 1829

Kaspar Hauser (30 a viz Ebrel 1812 (?) – 17 a viz Kerzu 1833) zo ur c'hrennard alaman en XIXvet kantved, kevrinus e orin.

Afer Kaspar Hauser[kemmañ]

E Mae 1828, e oa ur c'hrennard e kêr Nürnberg, en Alamagn, hag a lavare bout anvet Kaspar Hauser ha bezañ bet kraouiet 12 vloaz en un toull teñval hep gwelout den nemet un "den gwisket e du", gward e vac'h. Sachet eo evezh an dud gant an emzivad-se, a soñje da lod e oa un inosant. Buan e teuas lod da grediñ e oa ur mab laeret digant Stéphanie de Beauharnais ha d'e bried Karl, Dug-meur Baden, a vije bet lakaet bugel marv ur goueriadez pe ur micherour en e lec'h pa oa ganet. E penn an irienn e vije bet ar gontez, lezvamm-gozh an dug-meur Karl, a felle dezhi ez aje an dugelezh-veur gant he bugale-hi (skourr Hochberg - eus Baden).

Hauser a varvas pemp bloaz goude, en 1833, diwar un taol kontell.

Martezeadennoù ha tezennoù[kemmañ]

Kaozioù Hauser hag e varv kriz a lakas meur a rendael da sevel. Al liamm gant dugelezh-beur Baden zo bet distaolet gant an istorourien a vicher.

Istor[kemmañ]

Kaspar Hauser, Pastell gant J. F. C. Kreul, ca. 1830.

Deroù an afer[kemmañ]

D'ar 26 a viz Mae 1828 e oa ur c'hrennard o kantren e straedoù Nürnberg. Gantañ e oa ul lizher evit kabiten Pevarvet Skouadron ar C'hwec'hvet Rejimant war varc'h, ar C'habiten von Wessenig. War ar paper e oa skrivet : Von der Bäierischen Gränz / daß Orte ist unbenant / 1828 ("Eus harzoù Rouantelezh Bavaria / al lec'h n'eus anv ebet dezhañ sic / 1828"). Hervez ar skriver dizanv e oa bet roet ar paotr dezhañ da ziwall d'ar 7 a viz Here 1812, ha desket en doa lenn ha skrivañ dezhañ, ha kenteliet anezhañ war ar relijion gristen, hep e leuskel d'"ober kammed ebet e-maez an ti". Skrivet e oa e felle d'ar paotr bezañ soudard war varc'h "evel ma oa bet e dad" ha pedet e oa ar c'habiten pe da gemer anezhañ pe da grougañ anezhañ.
Ul lizher all a oa kevret, kinniget evel a-berzh mamm ar paotr d'e ziwaller. Hervez a oa skrivet e oa anvet Kaspar, ganet d'an 12 a viz Ebrel 1812, hag e oa marv e dad, soudard war varc'h er C'hwec'hvet Rejimant.
Kavet e voe e oa skrivet an daou lizher gant ar memes dorn.

Ur botaouer-lêr anvet Weickmann a ambrougas ar paotr da vetek ti ar C'habiten von Wessenig, ma ne reas nemet adlavarout ar gerioù " Soudard war varc'h a fell din bezañ evel ma oa ma zad", ha "Marc'h! Marc'h!" Pa veze graet goulennoù outañ e tirolle da ouelañ pe e lare "N'ouzon ket". Kaset e voe da di ar polis. Eno e skrivas an anv: Kaspar Hauser. Gouzout a ouie petra e oa an arc'hant, gallout a rae dibunañ un nebeud pedennoù ha lenn tammoù, met ne roas ket nemeur a respontoù, ha paot e oa e c'herioù[1]An daou viz war-lerc'h a dremenas er vac'h en un tour, dindan evezh paotr ar vac'h, anvet Andreas Hiltel. Daoust d'ar pezh a voe kontet goude e oa yac'h e neuz.[2], ha kerzhout a c'halle mat, rak pignat a eure ouzhpenn 90 pazenn betek e gambr. Diouzh e welout e oa war-dro 16 vloaz, met un tamm diwezhat e oa e spered.

Ar maer Binder, koulskoude, a lavaras en doa eñvor hag e teske buan. Meur a zen a deuas d'e welout, da sevel o fri, ha kement-se a seblantas plijout dezhañ. Ne zebre nemet bara, n'eve nemet dour ha nac'h a rae kemer traoù all.

Delwenn da gKaspar Hauser, kreiz-kêr Ansbach.

Kaoz Hauser diwar-benn e vuhez en un tour-kastell[kemmañ]

Delwenn arem gant Jaume Plensa.

Da gentañ e soñjed e oa bet savet evel ul loen gouez er c'hoadoù met e-pad e gaozeadennoù gant Binder e kontas e vuhez hag a skrivas goude dre ar munud.[3] Hervez a gontas n'en doa soñj nemet eus e vuhez e-unan en un toull du, daou vetrad hed hag ur metrad led dezhañ, ur metrad hanter uhelder hepken, ur gwele plouz hag ur c'hoariell, ur marc'h graet e koad. Bep beure, emezañ, e kave bara ha dour e-tal e wele. Bep an amzer e veze c'hwerv blaz an dour, ha pa eve en deveze c'hoant-kousket muioc'h eget kustum. En trovezhioù-se, pazihune, e kave plouz fresk e-lec'h an hini kozh, hag e veze troc'het e vlev hag e ivinoù. Kontañ a reas Hauser n'en doa gwelet den ebet a-raok an den kevrinus a deuas d'e welout un tamm a-raok ma voe dieubet, hag a ziwallas da chom hep diskouez e zremm dezhañ. An den, eme Hauser, a zeskas dezhañ skrivañ e anv, o terc'hel e zorn. Pa en doe desket chom en e sav ha kerzhout e voe kaset da Nürnberg. Ouzhpenn e teskas lavarout " Soudard war varc'h a fell din bezañ evel ma oa ma zad", e rannyezh Bavaria, met lavarout a rae Hauser ne gomprene ket ster ar gerioù.

Hiziv c'hoazh eo brudet istor Kaspar Hauser. D'an ampoent avat e voe sachet an evezh warnañ eus holl vroioù Europa. Brud a savas diwar e diegezh, a vije bet priñsed a renk uhel, marteze eus Baden, met lavaret e veze ivez e oa oc'h ober van.

E vuhez e Nürnberg[kemmañ]

Paul Johann Anselm Ritter von Feuerbach a oa prezidant lez-engalv rouantelezh Bavaria da neuze, a grogas da enklask. Hauser a voe roet da ziwall da Friedrich Daumer, ur skolaer hag un tamm prederour hag a gelennas dezhañ meur a dra, ken e kavas e oa dornet Kaspar da dresañ. En e vleud e hañvale Kaspar bezañ.

Daumer a reas ivez arnodoù a bep seurt. Reiñ dezhañ louzoù homeopatek, arnodoù magnetek. Sede penaos e voe kontet an afer gant Feuerbach:

Troc'h[kemmañ]

D'ar 17 a viz Here 1829 ne deuas ket Hauser d'e verenn, met kavet e voe e kav ti Daumer, un troc'h en e dal. Lavarout a reas

Buhez ha marv en Ansbach[kemmañ]

Gloaz ha marv[kemmañ]

Spiegelschriftzettel von Kaspar Hauser.jpg

Pemp deiz goude, d'ar 14 a viz Kerzu 1833, e teuas Hauser d'ar gêr gant ur pezh gloaz en e vronn gleiz.

Skrivet e oa, en alamaneg:

Hauser a c'hallo lavarout deoc'h rik penaos on hag eus pelec'h on. Da espern poan Hauser e fell din lavarout ma-unan a belec'h e teuan _ _ . Dont a ran eus eus _ _ _ harzoù Bavaria _ _ War ar stêr _ _ _ _ _ lavarout a rin zoken an anv M. L. Ö.

Mervel a reas Hauser diwar ar gloaz d'ar 17 a viz Kerzu 1833.

E veziadur[kemmañ]

Hic jacet / Casparus Hauser / Aenigma / sui temporis / ignota nativitas / occulta mors / MDCCCXXXIII.

Beziet e voe Hauser en ur vered war ar maez. War ar maen-bez e oa skrivet, e latin:

Amañ e repoz Kaspar Hauser, kevrin en e amzer. Dianav e c'hanedigezh, kevrinus e varv.

Hauser, priñs Baden?[kemmañ]

Kontez Hochberg
Stéphanie, mamm Kaspar?

Hervez ar vrud savet adal 1829 ne oa Kaspar Hauser nemet priñs Baden, ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1812, hag a varvas, hervez an istor, d'ar 16 a viz Here 1812.

Notennoù[kemmañ]

  1. Ivo Striedinger: Hauser Kaspar, der „rätselhafte Findling“, in: Lebensläufe aus Franken, III. Vol., 1927, pp. 199–215; here pp. 199–200
  2. . E neuz hervez ar polis, d'ar 7 a viz Gouhere 1828; meneget gant Jochen Hörisch (ed.): Ich möchte ein solcher werden wie...: Materialien zur Sprachlosigkeit des Kaspar Hauser, Suhrkamp 1979, pp. 33–34
  3. Ivo Striedinger 1927, pp. 200-201; for the primary sources, see e. g. Jochen Hörisch 1979