Karloman Iañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Evit an dud all anvet eveltañ, gwelout Carloman.

Karloman Iañ, pe Carloman Iañ ( war-dro 751 - 4 a viz Kerzu 771 e Samoussy, Aisne), mab da Bepin Grenn ha Bertrada Laon, a oa roue ar Franked adalek 768 betek 771. War-lerc'h e varv en e balez e Samoussy e voe beziet en iliz abati Saint-Remi e Reims. Adalek miz Mezheven 771 en devoa roet douaroù d'an iliz evit kaout ur bez eno. [1].

Karl Veur a dennas ar galloud digant mibien e vreur, enep ar gwir. Ret e voe d'an intañvez Gerberga tec'hel gant he bugale da rouantelezh Lombardia, davet Dider Lombardia, roue al Lombarded.

Notennoù[kemmañ]

  1. Laon, Promontoire sacré des druides au IXe siècle, pajenn 112, gant Suzanne Martinet