Gerberga Lombardia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gerberga Lombardia (en VIIIvet kantved) a oa merc'h da Dider Lombardia, roue al Lombarded, ha d'e wreg Ansa. Dimeziñ a reas da Karloman Iañ, roue ar Franked ha breur Karl Veur, en 769. He c'hoar Desiderata a oa dimezet da g-Karl Veur. Pa varvas he gwaz e tec'has da Lombardia, da di he zad, aon ganti e vije lazhet he bugale gant he breur-kaer. Kement-se a zegasas brezel etre rouantelezh ar Franked ha hini al Lombarded, ha distruj rouantelezh al Lombarded a-benn ar fin.

Istor[kemmañ]

Gwall nebeud a dra a ouzer eus Gerberga. N'eo ket sur e oa merc'h da z-Dider. Hervez istorourien zo ez eus meskaj etre Gerberga ha Desiderata. Darn all a lavar e c'hallfe bezañ daou anv d'ar memes maouez.[1]

Lombardez pe Frankez[kemmañ]

Kavout a ra da lod e oa ur Frankez abalamour d'ul lizher faeüs skrivet gant ar pab Stefan III da Garloman ha Karl, pa glevas keloù eus eured Karl gant Desiderata, e lavaras e oa bet "urzh o zad Pepin Grenn e vijent dimezet da Frankezed kenedus..."[2]

Bugale[kemmañ]

Daou vab he doe, ha Pepin ar yaouankañ.[3]Pa varvas Karloman (eus gwadañ e fri hervez un testeni) [4] edo Gerberga engortoz da welout he mibien o resev rouantelezh o zad Karloman, ha marteze da ren ken e vijent bras a-walc'h[5] . E-lec'h se avat e lammas Karl war zouaroù e vreur , hag e tec'has e c'hoareg eus Frankia gant he mibien ha kuzulier he gwaz, Autchar. Eus an dec'hadeg-se e skriv Eginhard, buhezskriver Karl Veur, "ne oa abeg ebet da gement-se".[6]

Ne vern penaos e karzas da repuiñ da Lombardia, ha degemeret e voe gant he bugale hag he c'hoskor e Pavia. Enebourien e oa bet Dider ha Karloman, dreist-holl abalamour d'an emglev a oa etre Dider ha Karl Veur, dimezet da verc'h Dider: dañjer a c'halle dont eus an daou-se. Met pa voe kaset Desiderata, merc'h Dider, kuit gant he fried, e troas o emglev da enebiezh. Se zo kaoz e oa troet Dider da zegemer gwreg Karloman. Goulenn a reas ouzh ar pab Adrian II mont da hanterour, anavezout gwir mibien Karloman da ren war-lerc'h o zad, ha kurunenniñ anezhe evel rouaned ar Franked. [7]

E 773 e teuas armeoù Karl Veur da aloubiñ Italia. An dizober eus Dider ha Gerberga a felle dezhañ kaout.

He lignez[kemmañ]

   ┌─ X
┌─ Dider Lombardia (vers 710 -† ap.774), dug Toskana, roue al Lombarded. 
│  └─ X
│
Gerberga  Lombardia
│
│  ┌─ X
└─ Ansa (?-?). 
   └─ X
Gerberga Lombardia
dimezet e  768 da Karloman Iañ  breur Karl Veur
 ├─Pepin (?-?). (?-†770), serret en ur manati war urzh Karl Veur.
 └─X (?-?), serret en ur manati war urzh  Karl Veur.

Pennadoù kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Murray, Archibald Callander, and Goffart, Walter A., After Rome's Fall: Narrators and Sources of Early Medieval History.
  2. Dutton, Paul, Carolingian Civilisation: A Reader
  3. Davis, Raymond (Editor), The Lives of the Eighth Century Popes, p.102 n.76
  4. "Cathwulf, Kingship, and the Royal Abbey of Saint-Denis", by Joanna Story, Speculum
  5. Riche, Pierre, The Carolingians
  6. Eginhard, The Life of Charlemagne
  7. McKitterick, Rosamond, The Frankish Kingdoms Under the Carolingians

Levrioù[kemmañ]

  • Pierre Riché, Les Carolingiens, une famille qui fit l'Europe, 1983
  • Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-877472086
  • Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire ISBN 2-03519265