Kaozeal:Plac'h he ferlezenn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"Daou c'hilder ha tregont santim"? Me ne ran ket gant "santimoù", met Izelvroiz nebeutoc'h c'hoazh d'am soñj: petra eo o ger? Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 12:36 (UTC)[respont]

[1]. --Ex-Smith 17 C'hwe 2010 da 13:00 (UTC)[respont]

Neuze, tri dubbeltje? Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 15:20 (UTC) Ma ne vez ket graet gant ar santim gallek, e vez graet gant nl: Cent (munteenheden) bepred. Petore ger brezhonek a zereje? Kantvedenn (diwar centime = centième), kantenn, kantig, kantennig? Eus kantvedenn rann an euro e ran-me ul liard. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 15:28 (UTC)[respont]

Euro (ha n'eo ket gulden)[kemmañ ar vammenn]

Ur respont amañ [2], hag ivez amañ, er pennad euro. --Trec'hlid mitonet 17 C'hwe 2010 da 16:06 (UTC)[respont]

Trugarekaat. Gwelloc'h e kavan derc'hel d'ober gant liard, ur ger brezhonek anavezet a gozh. Diaezet e vezan gant ijinadennoù dizanv. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 16:14 (UTC)[respont]

Fentus e kavan lenn, er pennad euro: : sent: lâret vez gerioù all e yezhoù european zo. E brezhonegoù european zo, lakaomp. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 16:25 (UTC)[respont]

Chomomp gant an droienn "daou c'hilder ha tregont santim", mar kirit. Er pennad saoznek e lenner : two guilders and thirty cents. E nederlandeg e vefe lavaret "2 gulden" ha "30 cent" (digemm e chom an daou c'her-se, el liester hag en unander). Da c'hortoz gouzout hiroc'h e kavfen furoc'h lezel 2 c'h-"gulden" ha 30 "cent", hep klask brezhonekaat ar gerioù-se. --Llydawr 17 C'hwe 2010 da 17:07 (UTC)[respont]

A-du a-grenn. Ne vije ket mat lakaat ar gaoz arc'hant-se en ur bajenn all dereatoc'h? ur pennad db an arz zo amañ, a-benn ar fin. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 17:12 (UTC)[respont]
Goude un adlenn e welan eo me zo kiriek d'ar pennad da vezañ aet a-dreuz : eus kaoz ar gulden da hini an euro (netra d'ober aze). Neuze em eus klasket rannañ ar gaoz, evit klask sklaeraat. Ma ne blij ket e vin gourdrouzet rust moarvat. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 17:18 (UTC)[respont]