Kaozeal:Euro

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pa ran gant ur chekenn e ran gant liard ha n'eo ket gant sent. Mat e vije gouzout penaos e ra ar re all. Bianchi-Bihan 23 Her 2008 da 21:49 (UTC)[respont]

Kaoz eus se adarre aze: Kaozeal:Plac'h he ferlezenn.Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 16:16 (UTC)[respont]
Me 'm eus klevet tud oc'h ober gant "kantim". --Y-M D (kaozeal) 17 C'hwe 2010 da 16:36 (UTC)[respont]
Damvrezhonekadur ar ger gallek centime, eus al latin centimus, hag a dalv kantvet/kantvedenn. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 17:07 (UTC)[respont]

Sent ha cent[kemmañ ar vammenn]

Un dra 'zo sur, en holl yezhoù Europa e vez graet gant "cent" pe kevatal, pe un deveradur diwarnañ ("centime"...), hag e kembraeg e vez graet gant sent [1] --Trec'hlid mitonet 17 C'hwe 2010 da 17:21 (UTC)[respont]
1) N'afen ket betek lavarout an holl, mar sellan a dost. E saozneg Iwerzhon e vez lavaret penny ivez, un anv ha ne welan ket en daolenn. E gregach e reer gant lepto, hag e sloveneg gant stotina, ur ger hag a vije koantik e brezhoneg.
2) Evit ar vrezhonegerien, e vije lod oc'h ober gant santim (sañtim?), darn gant kantim (am eus bet klevet ivez): pet dre gant (pe dre zek!) a rafe gant sent an Ofis? Broudig a raio un enklask evit ar C'huzul rannvro marteze.
3) Techet on ivez da gavout eo disheñvel "s" ha "k", "an" hag "en": gant ur ger disheñvel rik e vije peoc'h hag urzh er jeu, a gredan. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2010 da 17:37 (UTC)[respont]
Diwar-benn ar sloveneg 1. Er skrid end-eeun (ha neket en daolenn) e lavarer e reont gant cent; ha memes tra gant wiki slovenek [2]; 2. Ne gav ket din e talvez amañ stotina kement ha koantik, pa welan penaos 'mañ kont gant ar yezh slavek all-mañ: « Bulgarian lev (as stotinka, Bulgarian: стотинка, "hundredth", from the same PIE root as centum).»--Trec'hlid mitonet 18 C'hwe 2010 da 12:47 (UTC)[respont]
Ne gredan ket em bije lavaret e talveze stotina kement ha koantik, ha pa adlennan ec'h on suroc'h c'hoazh, met koantik e kavfen ar ger e brezhoneg. Ha taolet em boa pled penaos e vez lavaret kant ha kantvet er yezhoù slavek. A-hend-all, ne gomprenan ket perak e vije ret ijinañ ur ger nevez (na plegañ d'un dibab evel hennezh) pa'z eus anvioù brezhonek kozh dizimplij: diner a veze graet gant tud zo eus kantved rann al lur gall, liard a c'haller ober eus kantvet rann an euro, gerioù kozh int e brezhoneg, ha brav e kavan o yaouankaat. Bianchi-Bihan 18 C'hwe 2010 da 17:21 (UTC)[respont]