Kaozeal:Infant

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kement-mañ zo bet lakaet gant un dorn IPus fazius : Yaouer eo ar ger brezhoneg.Geriadur Favereau, Geriadur Ménard.

  1. yaouaer a vez skrivet, ha n'eo ket yaouer.
  2. yaouaer n'eo ket infant, hag ur fazi zo en daou c'heriadur.

Se zo kaoz e vo tennet ganin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Mez 2015 da 04:53 (UTC)[respont]

  • N'eus fazi ebet er geriadurioù meneget, nag e Geriadurig Brezoneg-Galleg Émile Ernault (Emgleo Breiz, 1984, p. 443).
Cadet = "eil-henañ", "eil-koshañ" ("etre-henañ" pe "hanter-henañ" pa vez tri bugel, ger resis ebet en tu arall da dri bugel, war-bouez an hini yaouankañ). An eil bugel bet ganet en un tiegezh eo neuze.
Puîné e oa ar ger betek an XVIIIvet kantved (Le Robert), da lavaret eo "bet ganet goude ar bugel henañ" > "yaouañ" (a-g), "yaouaer" (a-k). Talvezout a ra evit an holl vugale bet ganet goude an hini kentañ. Abaoe ar XVIIvet kantvet e ra ar C'hallaoued benjamin eus ar bugel yaouankañ en un tiegezh, ha pa vefe 8 pe 9 araozañ ; "gwidoroc'h" eo ar ger brezhonek resis, a-douez reoù poblek evel "bidoc'hig", "bilostig", "gourig", nes komz eus "dilerc'hadenn" ha "lostig an ti", met ur yaouaer eo ar "galonig" evelkent.
Meur a ster zo d'ar spagnoleg infante (gw. Real Academia Española) :
  1. bugel yaouankoc'h evet 7 vloaz ;
  2. den kar d'ar roue hag en deus bet, dre c'hras hennezh, an titl a infante pe infanta ;
  3. pep hini eus bugale reizhwir ar roue a zo bet ganet goude ar priñs pe ar briñsez > youaer, evel meneget er geriadurioù brezhonek ;
  4. betek mare ar roue Juan I de Aragón (1350-1396), kentañ bugel ar roue.
> Ne c'haller ket skrivañ neuze e oa Don Juan Manuel *infant Kastilha (mab-bihan d'ur roue e oa).
> N'eus ger brezhonek ebet em zeulioù evit treiñ ar spagnoleg infante ; pelec'h eta emañ testeniekaet *infant ?
90.32.159.112 21 Mez 2015 da 19:31 (UTC)[respont]

Anaout a ran ar geriadurioù-se hag ar ger gallek cadet. Gwir a larez,

  • meur a ster zo d'ar ger infante e spagnoleg : sklaer eo eo diwar-benn pehini anezho eo ar pennad-mañ;
  • Don Juan Manuel ne oa ket infant Kastilha, petra bennak ma oa mab-bihan d'ur roue :reizhet e vo neuze.

Un draig all:

N'eus ger brezhonek ebet em zeulioù evit treiñ ar spagnoleg infante ; pelec'h eta emañ testeniekaet *infant ? Em zeulioù-me eo testeniekaet ar ger infant, hag implijet er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mez 2015 da 06:39 (UTC)[respont]

>>Wikipedia ne c'hall ket bout un dave da Wikipedia, evel-just. E peseurt skrid a-douez ho teulioù-c'hwi emañ testeniekaet *infant neuze, ma vo lakaet da zaveeen er pennad ? 90.32.159.112 22 Mez 2015 da 19:17 (UTC)[respont]