Kaozeal:Añjela Merkel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Testeniekaet eo ar brezhonekadur-se? Ma n'eo ket, da ziverkañ. Bianchi-Bihan 31 Gou 2011 da 18:47 (UTC)[respont]

Añjela Merkel[kemmañ ar vammenn]

Un anv ijinet ha n'eo ket testeniekaet: Angela Merkel eo an anv ofisiel ha reizh. Bianchi-Bihan 1 Eos 2011 da 09:26 (UTC)[respont]

Graet --Ex-Smith 3 Eos 2011 da 10:27 (UTC)[respont]
N'eo ket un ijinadenn nag un anv pennad. Un adkas n'eo ken ha netra ne vir ouzh hini sevel adkasoù talvoudus. Skrivañ Angela e-lec'h Añjela zo anat evit lod marteze pa glaskont he fennad met pas evit an holl.--Kadwalan 3 Eos 2011 da 19:53 (UTC)[respont]
Un ijinadenn eo ma n'eo ket testeniekaet. Didalvoud eo rak den n'aio da skrivañ Añjela pa vez skrivet Angela e kement tamm kazetenn zo. An adkasoù didalvoud zo da gas kuit. Bianchi-Bihan 4 Eos 2011 da 02:10 (UTC)[respont]
Ne vije ket distro ur sorc'henn gozh: Kaozeal:George Herbert (barzh)? Bianchi-Bihan 4 Eos 2011 da 02:14 (UTC)[respont]

Dedennus eo gwelet e kavez pouezus kavout testenioù eus an anvioù implijet en degouezh-mañ. Setu amañ testenni eus ma "ijinadenn" e brezhoneg : Añjela Merkel a zo aet an tu-gounit ganti er Bundesrat.. Hag evel ma kredez ne zeufe da zen ar soñj da skrivañ anv-bihan un den e brezhoneg forzh petore anv ofisiel a vefe dezhañ e pedan ac'hanout da deurel ur sell war an doare ma reer e yezhoù all ivez evit Añjela Merkel --Kadwalan 8 Eos 2011 da 16:23 (UTC)[respont]

Evel just, ma klaskez Anjela e saozneg , e kavi. Er wikipedia saoznek evel er re all, dre chañs, e reont gant an anv ofisiel, hag er wiki brezhonek, ma n'omp ket genaouekoc'h, e rankomp ober ivez. Goude se, ma ya Fañch Bodenez pe Franck Broudig da skrivañ en ur mod all eo o afer. Goulenn a ran ma vo addiverket eta. Ma ne vez ket e c'houlennin ur vot. Bianchi-Bihan 13 Eos 2011 da 14:54 (UTC)[respont]

Ur skouer e oa ar bajenn google ! Testeniekaet eo an anv, talvoudus eo al liamm ha ne ya ket a-enep ar reolennoù pa n'eo ket ur pennger, un titl pennad. Gant mennozhioù evel da re ne vefe ket moaien d'ober gant anvioù badez brezhonek morse. --Kadwalan 16 Eos 2011 da 15:48 (UTC)[respont]

Ur skouer fall eta, goude ma vefe tapet ganit eus da vlog pe eus hini ur mignon dit. An anvioù brezhonek evit farsal en un davarn zo un dra, en un holloueziadur eo un afer all: skrivañ Jorj Orwell pe Añjela Merkel amañ zo ober goap ouzh an dud. Gant mennozhioù evel se e vo anv eus Charlez Bro-C'hall (anv testeniekaet ivez evit De Gaulle), Nikolaz Sarkozhki, Silvio Beurlukozhni, Jorj Strouezh, Yann Charlez Iañ a Vro Spagn, Andrev Bering Breizhig, ha Vanessa Baradoz, Luz Kazhdall, Tina Turgner, ... E_lec'h Odisseia, e vije ret ober gant Odise, ha gant Bretagn e-lec'h Breizh. Bianchi-Bihan 16 Eos 2011 da 16:56 (UTC)[respont]
Ha Fañch Mit, of course. An anvioù-badez brezhonek n'int ket graet evit bezañ lakaet d'an Alamanezed pe ~Italianed, ha setu perak ez eus pennadoù evel, Angela , Francesco, Françoise ha reoù all, evel er wikioù arall. Bianchi-Bihan 20 Eos 2011 da 16:42 (UTC)[respont]