Kaozeadenn Implijer:Padraig Marc'heg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Padraig Marc'heg, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Padraig Marc'heg. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Fulup 23 C'hwe 2006 da 21:17 (UTC)[respont]

salut dit padraig. ha ret eo mirout ar pennad Dafar bureveg da vezañ kedalc'het da labourat warnañ war-lerc'h pe un taol-esae n'e oa ken hag e ranfen diverkañ raktal? lâr din, mar plij --Neal 25 C'hwe 2006 da 19:09 (UTC)[respont]

Salut dit ivez Neal. O kregiñ da skrivañ ur pennad nevez e oan diwar benn al luc'heilerezioù hag e plijfe din hen lakaat en ur rummad anvet Dafar bureveg (teknologiezhioù). Ur pennad all anvet pelleilerioù e skrivin emichañs diwezhatoc'h. Met ne wellan ket mat penaos ober 'wit sevel ur rummad nevez e lakain ma fennad ennañ. Padraig

Graet evit sevel ur pennad nevez, n'ec'h eus nemet skrivañ anav ar pennad-se er voezt a-is, da skwer:

mont da > http://br.wikipedia.org/wiki/Luc'heilerez
skriv "xyz" e lec'h Luc'heilerez ha savet e vo ar pennad goullo "xyz" e anv
evit renkañ ar pennad-se er rummad "Dafar bureveg" n'eus nemet lakaat [[Rummad:Dafar bureveg]] e penn ar pennad-se.

slaer evel lagad an naer! :-)) --Neal 25 C'hwe 2006 da 19:56 (UTC)[respont]

Luc'heilerez[kemmañ ar vammenn]

  • Mat-tre m'eus kavet da bennad. Gourc'hemennoù dit, spi am eus e kendalc'hi evel-se rak n'eus ket kalz pennadoù teknikel war ar wiki betek-henn hag ar re zo bet savet war an urzhiataerezh zo un heug, da vezañ adsavet penn-da-benn alies. Gallout a rez teuler ur sell war ur pennad am eus savet a sikouro ac'hanout un tamm marteze : Deiziataer ijinadennoù Mab-den ma kaver ur roll ijinadennoù hag ardivinkoù. Gwelet a ri. N'eus ket ur bern zo bet savet ur pennad diwar o fenn c'hoazh. Na zisoñjez ket sevel liammoù diabarzh niverus en da bennad dre lakaat gerioù zo etre sonnelloù doubl [[....]] evit ma c'hallfe al lennerien mont eus ur pennad d'egile en un doare aes Ouzhpennet em eus ur bern en da bennad, dit da welet. + evezhiadennig yezh : goude meur a e vez lakaet an unander, ket al liester : meur a zen, meur a hini hag all. Kalon dit da genderc'hel ganti.

--Fulup 25 C'hwe 2006 da 23:06 (UTC)[respont]

  • Evit ouzhpennañ ul liamm war ar bajenn degemer e ranker mont er patrom Kelc'hgeriadur ha cheñch e-barzh war-eeun. Miret e vez ar bajenn degemer evit rummadoù bras-bras avat ha da'm soñj eo un tammig re strizh da rummad evit se. Sellet em eus ouzh ar wikioù all ha n'em eus ket gwelet ar rummad-se plaset ken uhel. Ar pezh am eus graet neuze eo renkañ anezhañ e tri rummad (evel er wiki gallek) ha sevel al liammoù adal ar bajenn degemer evit ma vo aes tizhout ar pennad gant daou pe dri c'hlik d'ar muiañ. Graet em eus gant dafar burev kentoc'h zo ledanoc'h eget bureveg en degouezh ha renket em eus Dafar burev er rummad Teknologiezh zo war ar bajenn gentañ. Setu bremañ, eus ar bajenn degemer betek da bennak e c'hallez ober :
  1. Teknologiezhioù > Luc'heilerez (ar berrañ, daou glik)
  2. Teknikoù ha skiantoù da dalvezout > Teknologiezh > Luc'heilerez (tri c'hlik)
  3. Urzhiataerezh > Moullañ > Luc'heilerezh (tri c'hlik)
  4. Pajenn ar pennadoù nevez (ul liamm zo war ar bajenn degemer) > Luc'heilerez

Gallout a rez ivez ouzhpennañ ul liamm war da bajenn bersonel evit adkavout founnus a rpennadoù troet pe savet ganit. Kalon dit da genderc'hel ganti. A-drugarez dit setu aze un dachenn nevez adc'hounezet d'ar yezh --Fulup 27 C'hwe 2006 da 21:04 (UTC)[respont]

Petra eo ur rezi ? Ne gomprenan ket ar pezh ac'h eus c'hoant da ober --Fulup 2 Meu 2006 da 20:28 (UTC)[respont]

  • Pelec'h emañ an daolenn-se ac'h eus c'hoant da lakaat ? war ar pennad gallek ?
Opala, aze on divarrek. Marteze gant Yun pe C'hwil-du siferniet a seblant din bezañ ampartoc'h war tu an tresañ pe an urzhiataerezh egedon. Me, ar pezh a alifen ac'hanout d'ober eo mont war ur wiki en ur yezh all, klask un daolenn a blij dit he framm, eilañ anezhi hag erlec'hiañ an titouroù kentañ gant ar pezh ac'h eus c'hoant da lakaat. --Fulup 3 Meu 2006 da 18:49 (UTC)[respont]

Sinañ pennadoù[kemmañ ar vammenn]

  • Ne vez ket sinet ar pennadoù gant den ebet war ar wiki rak kensavet e vezont. Dalc'het e vez memor anvioù saverien ar pennadoù hag ar c'hemmoù degaset ganto e pajenn istor pep pennad (e-kichen ar bajenn gaozeal). Kerzh di da welet. --Fulup 3 Meu 2006 da 21:30 (UTC)[respont]
N'eo ket strikt ar fazioù, reizhet e vint tamm-ha-tamm gant tud all war da lec'h. Ar pezh a gont eo en em sikour an eil d'egile evit mont war-raok e pep keñver : yezh, danvez ar pennadoù, doare kinnig hag all. Pep hini a c'hall degas e lod war an tachennoù mestroniet gantañ. Un oberenn stroll eo. Skriv treuzwelus gant un L ivez (gwelet ha gwell zo daou dra disheñvel). Kalon dit da genderc'hel ganti. --Fulup 3 Meu 2006 da 21:43 (UTC)[respont]

doare-skrivañ[kemmañ ar vammenn]

Mar plij, gra gant eus dre skrid ha neket gant deus. Teir araogenn zo e brezhoneg : ouzh, diouzh hag eus; Er yezh komzet e vezont kemmesket alies ha neuze ne glever mui nemet deus. Dre skrid e vezont dispartiet mat avat. En un oberenn skiantel evel homañ eo gwelloc'h heuliañ reolennoù skrivañ ar yezh klasel, a gav din. Trugarez dit. --Fulup 4 Meu 2006 da 15:29 (UTC)[respont]

Lakaet em esu un daolenn dit war Skoroù moullañ. Se eo az poa c'hoant ober ? --Fulup 5 Meu 2006 da 16:42 (UTC)[respont]

evezhiadenn yezh[kemmañ ar vammenn]

  • N'eo ket gwall vrezhonek troiennoù evel "seurtadoù a voullerezioù". "Seurtoù moullerezioù" eo an droienn da implijout en degouezhioù-se. Merzet em eus e implijez kalzik ar patrom-mañ. Blaz ar galleg "de, du, de la, des" zo aze. --Fulup 7 Meu 2006 da 19:14 (UTC)[respont]

Da gentañ-penn, gourc'hemennoù evit ar pennadoù teknikel a ra kalz diouer war ar wikipedia e brezhoneg. Un draig, ha tu e vefe dit da sinañ bewech ma stagas ur gerig ouzh ur bajenn gaozeadenn, rak aezetoc'h kalz e laka an traoù evit respont war-eeun d'an hini he/en deus skrivet eno mar vez ezhomm. N'hoc'h eus nemet skrivañ --~~~~ evit klozañ. Trugarez.--Neal 17 Her 2006 da 19:49 (UTC)[respont]


A-benn nebeut e vo tizhet an 10 000vet pennad war ar wiki e brezhoneg. Ha ma vije klasket bezañ an 50vet yezh o tizhout al live-se? Vije ket fall, nann? Evit ar mare emañ an albaneg un tammig dirazhomp. Greomp ur striv evit e tibaseal, da skouer o krouiñ pep hini un 10 bajenn 'bloavezh' (1300, hag all) an devezh. Seurt pajennoù a zo aes da grouiñ en ur vunutenn dre kopiañ-pegañ. A galon, Benoni 29 Her 2006 da 11:58 (UTC)[respont]

Hello. Would you like write an article about Polish city, Świętochłowice, please? you can based on en.wiki. This article is written in 50 other wikis so it has to be in br.wiki too! :) Thank you very much! If you want, I can write an article about your city in Polish Wikipedia. Best regards, Szoltys

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)[kemmañ ar vammenn]

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:34 (UTC) (Merour)[respont]

Moniteur ordinateur[kemmañ ar vammenn]

Ha ret e vefe nullañ ar bajenn-mañ bremañ 'michañs? Kas ur gerig din.--Merour (N) 17 Du 2006 da 19:33 (UTC)[respont]

Dilennadeg[kemmañ ar vammenn]

Votit amañ

Lañset zo bet ur votadeg (amañ[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija. --Neal 22 Du 2006 da 19:48 (UTC)[respont]

Enbonagañ daouredel[kemmañ ar vammenn]

Goullo eo ar pennad-mañ. Skarzhet peptra ganit-te da-unan war a welan e istor ar bajenn hep tamm displegadenn ebet. Ha rankout a ra bezañ diverket ar pennad-mañ pe ur fazi an hini oa ha rankout bezañ restaolet peptra? --Merour (N) 8 Kzu 2006 da 08:59 (UTC)[respont]

Kemenn votadeg[kemmañ ar vammenn]

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:29 (UTC)[respont]