Kanol Mozambik

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
E-men emañ Kanol Mozambik.

Kanol Mozambik zo ul lodenn eus Meurvor Indez etre enezenn vras Madagaskar hag aod kevandir Afrika, ha Mozambik ent-resis. En he lodenn strishañ he deus 400 km ledander, etre Angoche (Mozambik) ha Tambohorano (Madagaskar). En he lodenn ledanañ he deus betek 950 km led. Eus an norzh d'ar su he deus 1 600 km hed. En he donañ he deus 3 292 metr donder. Ur redenn-vor domm a dremen enni, eus an norzh d'ar su.

Inizi[kemmañ]