Kalipso
Kalipso (en henc'hresianeg Καλυψώ Kalupsố, « an hini guzh ») zo un nimfenn eus ar mor e mojennoù Hellaz kozh.
[kemmañ] Mojenn
Kalipso « he rodelloù kaer » a oa un nimfenn, merc'h da Atlas, hervez Homeros hag Apollodoros. Hesiodos, diouzh e du, a ra anezhi unan eus an Okeanidezed[1] hag e-barzh Katalog ar maouezed a ra anv eus he c'harantez kevrinus gant Hermes hag eus o bugale niverus a vefe aet d'ober pobl a-bezh ar Gefalleniz. Sellet e vez outi evel rouanez Enez Ogigia, ma oa o vevañ hec'h-unan gant nimfezed all[2].
En Odysseia e ro bod da Odisseus goude e beñse hag e orged outañ. Dont a ra a-benn da viret anezhañ war hec'h enezenn e-pad 7 vloaz. Kinnig a ra dezhañ zoken dont da vezañ divarvel ma asant chom ganti. Zeus avat a vagas truez ouzh Odisseus pa glevas e verc'h Athena hag a gasas Hermes e vab da reiñ dezhi an urzh da lezel an haroz da vont war-raok. Sevel a reas neuze ur radell da zistreiñ d'ar gêr.
Hervez mojennoù zo he dije bet daou vab eus an haroz : Naosinoos ha Nausithoos[3].
[kemmañ] Mammennoù
- Apollodoros, Epitome (VII, 24).
- Catalogue des femmes (CL, 31).
- Hesiodos, Theogoniezh (v. 359 et 1017-1018).
- Homeros, Oddysseia (I, vers 13-15 ; 50 à 57 ; V, 57-58.)