Jules Ferry

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jules Ferry

Jules Ferry zo ur politikour gall, ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1832 e Saint-Dié (Vosges) ha marvet e Pariz d'ar 17 a viz Meurzh 1893.

Deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm arouez al laikelezh mod gall hag unan eus tadoù identelezh republikan. Ministr ar C'helennerezh e oa e-pad an IIIe Republik. Lakaet en deus an deskadurezh en e stumm laik da vezañ ur redi, pe evel ma lavar tud 'zo : "ar skol digoust, laik ha dre ret".

E skeud-se, e teuy Jules Ferry da vezañ difenner bras an trevadennerezh gall en Afrika hag Azia.

O vont da Republikan[kemmañ]

Mab e oa da Jules François Camille Ferry Charles-Edouard Ferry, alvokad, hag d'Adèle Jamelet[1]. Teuzerien kleier e oa ar bras eus gwazed ar familh-se . E 1718, e teuas tud Ferry da vevañ da Saint-Dié des Vosges, e-lec'h ma teujont da vezañ renerien un deolerezh. François-Joseph Ferry, tad-kozh Jules, a zo d'ar c'houlz-se maer war ar gêr-se. E vab Charles-Édouard a zo dimezet gant Adèle Jamelet, ha bet o deus tri a vugale : Jules (1832-1893), politiker gall brudet ; Charles (1832-1909) hag Adèle (1826-1871)[2].

Skoliad e voe da gentañ e skolaj Saint-Dié betek 1846, ha goude e lise impalaerel Strasbourg (en deiz a hiziv Lise Fustel de Coulanges). Goude ez eas da studier e skol ar gwir Pariz. Dont a reas da vezañ un alvokad brudet ispisialekaet war ar gwir publik. Difenner ar Republikaned e teuas da vezañ. Kenlabourat a reas neuze alies gant ar c'helaouennoù-mañ : La Presse, Le Courrier de Paris, Le Temps.

Enebiñ a reas kalz ouzh an Eil Impalaeriezh ha dont a reas da vezañ brudet e 1868 pa embannas ur flemmskrid fentus a-enep Prefed ar Seine hag anvet "Les Comptes fabtastiques d'Haussmann" pe "Kontadennoù faltazius Haussmann". Anvet e voe da zepute pe gannad Pariz e miz Mae 1869.

E vuhez republikan[kemmañ]

D'ar 4 a viz Gwengolo 1870, e teuas da vezañ ezel eus Gouarnamant an Difennerezh Broadel. Anvet e voe da vaer Pariz eus ar 16 a viz Du 1870 d'an 18 a viz Meurzh 1871[3]. Kemer a reas da garg, un dra kazi dibosubl, boueta ar gêr-benn ha hi sezizet gant arme Prusia. Reolenniñ a reas ar reiñ boued, kement ma voe lesanvet "Ferry-Famine" pe "Ferry-naonegezh". Pa grogas emsavadeg Kumuniezh Pariz, ez eas kuit diouzhtu rak gouzañv a reas tagadennoù feuls-spontus. Dont a reas da vezañ enebour daonet ar gomunarded pe ar gumuniz.

Pa voe votadegoù d'an 8 a viz C'hwevrer 1871, e voe dilennet kannad ar Vosges er Bodad Broadel ha depute e 1876. Ar gador-mañ, a viras betek 1889.

Ludresadenn eus Jules Ferry embannet en Le Trombinoscope Touchatout e 1872.

Bez' e voe Jules Ferry, kannad republikan a-enep da Louis-Joseph Buffet, e penn brasañ niver an departamant ha dilennet d'an 8 a viz Here 1871 kuzulier meur Thillot. Fuloret e veze alies melestradur ar vro-se gantañ pa oa besprezidant ar C'huzul-Meur. Divizout a reas Adolphe Thiers gwareziñ anezhañ en gas kuit Ferry diouzh ar Vosges e-lec'h ma oa c'hoazh arme Prusia eno. Kaset e voe neuze ha lakaet da gannad Bro-C'hall en Atena (1872-1873). Pa voe distro, e teuas en-dro da Bariz hag e teuas da vezañ unan eus renerien an eneberezh republikan ken ne voe anvet Jules Grévy da brezidant.

Frañmason ha pried da 43 bloaz[kemmañ]

D'an 8 a viz Gouere 1875, ez eus bet graet kalz a fed dezhañ gant ar Frañmasoned pa voe degemeret gant ar Grand Orient de France (logell « La Clémente Amitié »). Degemeret e voe asambles gant Littré ha Grégoire Wyrouboff. Brud a vez graet da brezegenn Littré en deiz-se gant ar c'helaouennoù. Ezel e teuas da vezañ goude eus logell « Alsace-Lorraine ».

Er bloaz-se dres e timezas gant Eugénie Risler, ur Brotestantez kuñv, merc'h ur penn-labouradeg pinvidik eus Bro-Elzas. Dimezet e voent e ti-kêr 8vet arondisamant Pariz. N'o devo ket a vugale. Un ti-hañv giz Bro-Suis a lakjont sevel e Saint-Dié, lec'hiet war an uhelennoù e koadeg Kemberg. Peurvuiañ e vevjont e Pariz en o lojeiz bourc'hiz evelkent. Karantezus e voent gant e niz Abel Ferry.

Difenner ar skol laik[kemmañ]

Anvet e voe da vinistr ar Gelennadurezh Publik eus ar 4 a viz C'hwevrer 1879 d'an 23 a viz Gwengolo 1880 e strollad-ministred Waddington. Stagañ a reas e anv ouzh lezennoù an deskadurezh. Setu e zivizoù kentañ :

  • difennet e voe lakaat da dalvezout an testenioù-studi skol-veur en deskadurezh prevez (12 a viz Meurzh 1880)
  • dispennet e voe an urzhioù leaned ha leanezed diaotreet (29 a viz Meurzh 1880)

Anvañ a reas Ferdinand Buisson da rener an deskadurezh kentañ-derez e 1879.

Pa oa prezidant ar C'huzul eus an 23 a viz Gwengolo 1880 d'an 10 a viz Du 1881, e kendalc'has da lakaat e pleustr lezennoù war an deskadurezh :

  • an deskadurezh kentañ-derez digoust (16 a viz Mezheven 1881)
  • ar gwir d'ar merc'hed yaouank da gaout un deskadurezh eil-derez (21 a viz Kerzu 1880)

Bez' e voe adarre ministr ar Gelennadurezh eus an 31 a viz Genver d'an 29 a viz Gouere 1882 (Strollad-ministred Freycinet), hag e kendalc'has gant e labour war an deskadurezh :

  • lezenn war redi ha laikelezh an deskadurezh (28 a viz Meurzh 1882). Bez' e voe al lezenn-mañ heuliad an hini war ar redi a zeskadurezh. Rediet eo an dud da gaout ur gelennadurezh ha n'eo ket dre ret ur skoliadur.
  • krouidigezh Skol Normal ar merc'hed e Sèvres hag ur skolveuriegezh merc'hed, d'an 9 a viz Eost 1879.


Pennad tennet eus ul lizher d'ar skolaerien :

«Monsieur l'Instituteur,

L'année scolaire qui vient de s'ouvrir sera la seconde année d'application de la loi du 28 mars 1882. Je ne veux pas la laisser commencer sans vous adresser personnellement quelques recommandations qui sans doute ne vous paraîtront pas superflues, après la première expérience que vous venez de faire du régime nouveau. Des diverses obligations qu'il vous impose, celle assurément qui vous tient le plus au cœur, celle qui vous apporte le plus lourd surcroît de travail et de souci, c'est la mission qui vous est confiée de donner à vos élèves l'éducation morale et l'instruction civique : vous me saurez gré de répondre à vos préoccupations en essayant de bien fixer le caractère et l'objet de ce nouvel enseignement ; et, pour y mieux réussir, vous me permettrez de me mettre un instant à votre place, afin de vous montrer, par des exemples empruntés au détail même de vos fonctions, comment vous pourrez remplir, à cet égard, tout votre devoir, et rien que votre devoir.

La loi du 28 mars se caractérise par deux dispositions qui se complètent sans se contredire : d'une part, elle met en dehors du programme obligatoire l'enseignement de tout dogme particulier ; d'autre part, elle y place au premier rang l'enseignement moral et civique. L'instruction religieuse appartient aux familles et à l'Eglise, l'instruction morale à l'école. Le législateur n'a donc pas entendu faire une œuvre purement négative. Sans doute il a eu pour premier objet de séparer l'école de l'Eglise, d'assurer la liberté de conscience et des maîtres et des élèves, de distinguer enfin deux domaines trop longtemps confondus : celui des croyances, qui sont personnelles, libres et variables, et celui des connaissances, qui sont communes et indispensables à tous, de l'aveu de tous. Mais il y a autre chose dans la loi du 28 mars : elle affirme la volonté de fonder chez nous une éducation nationale, et de la fonder sur des notions du devoir et du droit que le législateur n'hésite pas à inscrire au nombre des premières vérités que nul ne peut ignorer. Pour cette partie capitale de l'éducation, c'est sur vous, Monsieur, que les pouvoirs publics ont compté. En vous dispensant de l'enseignement religieux, on n'a pas songé à vous décharger de l'enseignement moral : c'eût été vous enlever ce qui fait la dignité de votre profession. Au contraire, il a paru tout naturel que l'instituteur, en même temps qu'il apprend aux enfants à lire et à écrire, leur enseigne aussi ces règles élémentaires de la vie morale qui ne sont pas moins universellement acceptées que celles du langage ou du calcul. [...] »


Difenner an trevadennerezh[kemmañ]

E skeud-se, e voe Jules Ferry dalc'hiad start astennadur an trevadenniñ gall. setu perak e voe lesanvet an "Tonkinad" gant e eneberien ha gant ar re a oa a-enep d'an trevadenniñ.

E Tunizia e vezo kavet merk Jules Ferry dreist-holl pa zeuas a-benn da lakaat ar vro-se dindan gwarezveliezh d'an 12 a viz Mae 1881 da heul feur-emglev ar Bardo e Madagaskar. Diouzhtu goude e kasas an dizoloer-broioù Pierre Savorgnan de Brazza da aloubiñ Kongo. Se a reas drouk dezhañ pa oa prezidant ar C'huzul an eil gwech, a oa kroget d'an 21 a viz C'hwevrer 1883. Miret en doa evitañ ministrerezh an Aferoù Diavaez. Adolphe Thiers hag ar virourien a zo a-enep d'an trevadenniñ dre ma soñj dezho e lonkje se ur bern arc'hant o dije gallet bezañ postet e lec'h all. Ar c'hontrol-mik eo an araokourien p'emaint a-du gant an trevadenniñ dre ideologiezh. Republikaniz an tu-kleiz, renet gant Georges Clemenceau a zo a-enep krenn an trevadennerezh en abeg ma tizoont nerzhioù ar Republik kuit diwar ar broioù kollet evel Elzas ha Loren. En ur ober tri pe bevar remziad avat e kemmo savboentoù an holl.

Jules Ferry taolennet gant Léon Bonnat (1888)

O vezañ ma oa deuet a-benn da gaout digant ar Gambr ar yalc'hadoù a oa ezhomm da aloubiñ an Tonkin, e kasas ar brezel war-du Bro-Sina ivez. Pa rankas ar C'hallaoued kilañ e-kostez Lạng Sơn, dre-se e vezo lesanvet « Ferry-Tonkin », en em savas ar parlamant a-enep d'ar gouarnamant hag e voe diskaret d'an 30 a viz Meurzh 1885. Brud fall a gouezhas warnañ neuze dre Vro-Frañs.

Bommoù tennet eus breutaerezh an 28 hag an 30 a viz Gouere 1885[kemmañ]

Jules Ferry prononce un discours dont Charles-André Julien a pu dire qu'il était « le premier manifeste impérialiste qui ait été porté à la Tribune ».

Ferry illustre les présupposés du racisme sous la III République 

« Il y a un second point, un second ordre d'idées que je dois également aborder (...) : c'est le côté humanitaire et civilisateur de la question. (...) Messieurs, il faut parler plus haut et plus vrai ! Il faut dire ouvertement qu'en effet, les races supérieures ont un droit vis-à-vis des races inférieures... [Rumeurs sur plusieurs bancs à l'extrême gauche.] Je répète qu'il y a pour les races supérieures un droit, parce qu'il y a un devoir pour elles. Elles ont le devoir de civiliser les races inférieures. »

La réponse de Georges Clemenceau, le 30 juillet 1885 

« Voilà, en propres termes, la thèse de M. Ferry et l'on voit le gouvernement français exerçant son droit sur les races inférieures en allant guerroyer contre elles et les convertissant de force aux bienfaits de la civilisation. Races supérieures ! Races inférieures ! C'est bientôt dit. Pour ma part, j'en rabats singulièrement depuis que j'ai vu des savants allemands démontrer scientifiquement que la France devait être vaincue dans la guerre franco-allemande, parce que le Français est d'une race inférieure à l'Allemand. Depuis ce temps, je l'avoue, j'y regarde à deux fois avant de me retourner vers un homme et vers une civilisation et de prononcer : homme ou civilisation inférieure ! (...)

C'est le génie de la race française que d'avoir généralisé la théorie du droit et de la justice, d'avoir compris que le problème de la civilisation était d'éliminer la violence des rapports des hommes entre eux dans une même société et de tendre à éliminer la violence, pour un avenir que nous ne connaissons pas, des rapports des nations entre elles. (...) Regardez l'histoire de la conquête de ces peuples que vous dites barbares et vous y verrez la violence, tous les crimes déchaînés, l'oppression, le sang coulant à flots, le faible opprimé, tyrannisé par le vainqueur ! Voilà l'histoire de votre civilisation ! (...) Combien de crimes atroces, effroyables ont été commis au nom de la justice et de la civilisation. Je ne dis rien des vices que l'Européen apporte avec lui : de l'alcool, de l'opium qu'il répand, qu'il impose s'il lui plaît. Et c'est un pareil système que vous essayez de justifier en France dans la patrie des droits de l'Homme !

Je ne comprends pas que nous n'ayons pas été unanimes ici à nous lever d'un seul bond pour protester violemment contre vos paroles. Non, il n'y a pas de droit des nations dites supérieures contre les nations inférieures. Il y a la lutte pour la vie qui est une nécessité fatale, qu'à mesure que nous nous élevons dans la civilisation nous devons contenir dans les limites de la justice et du droit. Mais n'essayons pas de revêtir la violence du nom hypocrite de civilisation. Ne parlons pas de droit, de devoir. La conquête que vous préconisez, c'est l'abus pur et simple de la force que donne la civilisation scientifique sur les civilisations rudimentaires pour s'approprier l'homme, le torturer, en extraire toute la force qui est en lui au profit du prétendu civilisateur. Ce n'est pas le droit, c'en est la négation. Parler à ce propos de civilisation, c'est joindre à la violence l'hypocrisie. »


Lec'h Jules Ferry er stad c'hall a-vremañ[kemmañ]

Devezh e gadoridigezh da Brezidant ar Republik eo bet François Hollande oc'h enoriñ Jules Ferry, da gentañ, ha Marie Curie, war-lerc'h.