John R. Goldsborough

Eus Wikipedia
John R. Goldsborough
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJohn, Rodgers Kemmañ
Anv-familhGoldsborough Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Gou 1809 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWashington D.C. Kemmañ
Deiziad ar marv22 Mez 1877 Kemmañ
Lec'h ar marvPhiladelphia Kemmañ
Lec'h douaridigezhChurch of St. James the Less Kemmañ
TadCharles W. Goldsborough Kemmañ
Micherofiser Kemmañ
Grad milourelamiral Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Korf an armeUnited States Navy, Union Navy Kemmañ
Comodore John R. Goldsborough e 1865

Ar C'hommodore John Rodgers Goldsborough, ganet d'an 2 a viz Gouhere 1809 hag aet da Anaon d'an 22 a viz Even 1877, a oa un ofiser en United States Navy. Goldsborough a oa bet degemeret er morlu e 1824 ha kaset da stourm a-enep ar vorlaeron er Mor Kreizdouar. Ur wech, pa oa e penn ur vag gant 18 martolod, en devoa taget ha prizoniet ur vag morlaeron c'hresian gant 58 den en e vourzh.

Anvet e voe da letanant e 1837 ha kemer a reas perzh el labour da sevel kartennoù eus arvor reter Stadoù-Unanet Amerika hag e 1847 e tegasas ar sistem unvan evit an holl boueoù ha merkoù mor. Implijet e vez c'hoazh an doare-se d'ober hiziv-an-deiz en SUA.

Goldsborough en doa tizhet ar renk a Gommodore e deroù ar Brezel diabarzh stadunanat e miz Ebrel 1861, e penn ur vag-dre-dan e oa, an USS Union. Er bloavezh-se, an Union a harzas meur a vag kengevreet ha distrujet e voe ar privateer York. Lakaet e voe da gabiten e 1862. E-pad ar peurrest eus ar brezel e teuas a-benn, e postoù disheñvel, da herzel muioc'h c'hoazh a vigi kengevreet.

Goude ar brezel diabarzh e oa bet o veajiñ dre ar Meurvor Atlantel, ar Meurvor Indian ha Mor Sina. E 1868 e voe lakaet e penn ar skouadrenn aziatek e-pad un nebeudig amzer. Mont a reas war e leve e 1870.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]