Jean Arp

Eus Wikipedia
Jean Arp war-dro 1925, skeudenn tennet eus De Stijl, niverenn 73/74, miz Genver 1926

Jean Arp (pe Hans Arp) (16 a viz Gwengolo 1886 e Strasbourg – 7 a viz Even 1966 e Basel, Suis) a oa ur barzh, ur livour hag ur c’hizeller a gemeras perzh e dada hag en dreistrealouriezh. Al lod brasañ eus e oberennoù a zo bet kensavet gant e wreg, Sophie Taeuber hec’h anv. Dimeziñ a rejont d’an 20 a viz Here 1922.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Clé des jaquemart, kizelladur, plasenn ti-kêr Mainz

Da gentañ e oa Arp ur barzh. E 1916 e kemeras perzh e krouidigezh dada e Zürich. Skeudennoù a dresas evit meur a levr dada, evel Le Passager du Transatlantique gant Benjamin Péret, pe Vingt Cinq Poèmes gant Tristan Tzara, hag ivez evit ul levr savet gant Richard Huelsenbeck. Stagañ a reas gant ar c’hizellañ adalek 1917.

E 1922 e timezas gant Sophie Taeuber-Arp. E oberennoù plastr ha marmor kentañ a savas adalek 1930. Ouzhpenn e reas re all war goad livet. Pegañ paper ha brodañ a reas ivez.

E vrud az eas war gresk e Köln, Berlin, Pariz ha Hannover. E 1925 en em stalias e Clamart, kemer a reasas perzh er strollad dreistrealour hag er strollad anvet Cercle et Carré. E Strasbourg e kemeras perzh e raktres kempenn L'Aubette, etre 1926 ha 1929. Al labour-se a gasas da benn asambles gant e wreg ha gant Theo van Doesburg. E 1954 e voe roet dezhañ priz etrevroadel ar c’hizellañ e Venezia. Lod brasañ e oberennoù a c’haller gwelout hiziv an deiz e mirdi arzoù a-vremañ Strasbourg. Ar blasenn dirak ar mirdi a zo bet roet e anv dezhi.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]