Benjamin Péret

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Benjamin Péret (4 a viz Gouere 1899 e Reudied- 18 a viz Gwengolo 1959 e Pariz) a oa ur skrivagner dreistrealour.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e voe Benjamin Péret e Reudied e 1899. Ur skoliad diaes da vestroniañ e voe. Da 14 vloaz e heulias kentelioù tresañ teknek. Enrollañ a reas en arme e 1917, e-pad ar Brezel bed kentañ. Rediet e voe d'en ober abalamour d'e vamm. En em gavout a reas e Salonik met kouezhañ a reas klañv, neuze ec'h echuas ar brezel el Lorraine. E 1920 en em gavas e Pariz hag e kemeras perzh en abadennoù aozet gant izili dada. D'an 13 a viz Mae 1921 e kemeras perzh er prosez a-enep da Maurice Barrès. Perzh a soudard dianv a voe c'hoariet gant Péret. Er memes bloavezh e lakaas embann Le Passager du Transatlantique. Er goañv 1922 e kuitaas dada hag e krouas ar gelaouenn Littérature gant André Breton, Paul Eluard ha Louis Aragon. E 1923 e lakaas embann Au 12 du Boulevard Saint-Germain, ur gontadenn skeudennet gant un dresadenn gant Max Ernst. Eus miz Kerzu 1924 betek miz Gouere 1925 e voe e karg eus ar gelaouenn La Révolution surréaliste. E 1925 e lakaas embann 152 proverbes remis au goût du jour, gant sikour Paul Eluard. E 1927 e teuas da vezañ eus ar strollad komunour, hag e timezas gant ar ganourez vrazilian Elsie Houston. Er memes bloavezh e tarempredas Yves Tanguy ha Jacques Prévert er ranndi feurmet dezho gant Marcel Duhamel. Etre 1929 ha 1931 edo o chom e Brazil, hag ezel e voe eus ar gevre komunour. Toull-bac'het e voe abalamour d'e vennozhioù politikel. E 1931 e c'hanas e vab, Geyser e anv, ha skarzhet e voe Péret eus Brazil. Degouezhet e Pariz, e kemeras perzh en holl oberoù dreistrealour a voe aozet. E 1935 ec'h emezelas er strollad Contre-Attaque bet krouet gant Georges Bataille ha Boris Souvarin. Ur strollad a-enep d'ar stalinouriezh ha d'ar faskouriezh e oa. E 1936 ez eas da Spagn. Eno e kejas gant al livourez Remedios Varo, hag a zeuas da vezañ e geneilez. Péret a labouras evit skingomz POUM, hag ez eas da vrezeliñ war dalbenn Aragón. E 1937 e voe ezel eus steudad Durruti, hag e dibenn ar bloavezh-se e tistroas da Bariz. E 1938 edo o chom e Mec'hiko e-pad ur pennad, hag e teuas da vezañ ezel eus FIARI, ur strollad bet savet gant André Breton ha Leon Trotski. E miz C'hwevrer 1940 e voe engalvet ha kaset da Naoned. Harzet e voe e miz Mae abalamour d'e obereoù politikel, ha bac'het e toull-bac'h Roazhon betek an 22 a viz Gouere. Dre guzh e teuas a-benn da dizhout Marsilha e dibenn 1940. E 1941 e voe nac'het outañ bezañ degemeret er Stadoù-Unanet abalamour d' e vennozhioù politikel, ha dont a reas a-benn da vont war-du Mec'hiko.

Golo Le Déshonneur des poètes, embannadenn 1996

Eno e labouras gant Natalia Sedova, ha tud all en doa kejet ganto e-pad brezel Spagn. E 1943 e varvas e wreg, ha neuze e timezas gant Remedios Varo. E 1945 e lakaas embann Le Déshonneur des poètes. Kuitaat a reas ar IV Etrevroadel e 1946, peogwir e kave e oa re zous mennozhioù ar strollad. E 1948 e tistroas da Bariz, ha difazier en un ti-moullañ e voe. A-hed ar bloavezhioù 1950 e kemeras perzh e meur a gazetenn hag e skrivas meur a levr. Mervel a reas d'an 18 a viz Kerzu 1959 abalamour d'un tromboz en aortenn.

E oberenn[kemmañ]

  • Le Passager du transatlantique (1921)
  • 152 Proverbes mis au goût du jour, gant Paul Éluard (1925)
  • Dormir, dormir dans les pierres (1927)
  • Le Grand Jeu (1928)
  • De derrière les fagots (1934)
  • Je sublime (1936)
  • Je ne mange pas de ce pain-là (1936)
  • Le Déshonneur des poètes (1945)
  • Dernier malheur dernière chance (1945)
  • Un point c'est tout (1946)
  • Air mexicain (1952)
  • Testenn ar film film L'invention du monde sevenet gant Michel Zimbacca, asambles gant Jean-Louis Bédouin (1952)
  • Le Livre de Chilam Balam de Chumayel (1955)
  • Anthologie de l’amour sublime (1956)
  • Gigot, sa vie, son œuvre (1957)
  • Anthologie des mythes, légendes et contes populaires d’Amérique (1960)
  • Œuvres complètes, tomes I à III, Eric Losfeld / Association des amis de Benjamin Péret
  • Œuvres complètes, Tome IV à VII, José Corti. / Association des amis de Benjamin Péret
  • Pour un second manifeste communiste gant Grandizo Munis, Embannadurioù Losfeld (1965)
  • Le déshonneur des poètes ha La parole est à Péret, Embannadurioù Mille et une nuits, 1996.

Liamoù diavaez[kemmañ]