Jean-Augustin de Frétat de Sarra

Eus Wikipedia
En glazur e ziv rozenn en aour ouzh kab hag e greskenn en argant ouzh beg

Jean-Augustin de Frétat de Sarra a oa bet eskob Treger eus 1774 da 1775. Eskob Naoned e oa bet ivez eus miz Ebrel 1775 da viz Gwengolo 1783.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Genidik e oa eus bro Arvern. Vikel-vras e voe e Le Puy, hag abad abati Ferrières. Sakret e oa bet eskob Treger d'an 22 Genver 1774.

Kaset e oa bet goude da Naoned e 1775, e-lec'h ez eas da Anaon d'an 20 Gwengolo 1783, oadet a 56 vloaz.

Deuet e oa war-lerc'h Jean Marc de Royère. Jean-Baptiste de Lubersac a zeuas war e lec'h

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Sant-Brieg. 1960