James Fenimore Cooper

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

James Fenimore Cooper a oa ur skrivagner amerikan, bet ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1789 e Burlington, New Jersey (SUA), marvet e Cooperstown, Stad New York d'ar 14 a viz Gwengolo 1851.

Skrivet en deus kalz hag e romantoù istorel a-zivout prantadoù kentañ Stadoù-Unanet Amerika ha buhez an Indianed o deus krouet ur rann dibar eus al lennegezh amerikan. Bevañ a reas an dar vrasañ eus e vuhez e Cooperstown (Stad New York) bet krouet war un dachenn a oa d'e dad William Cooper. Bez e voe un ezel feal eus an Iliz eskobel (Episcopal Church) a-hed e vuhez. Studier e voe e-pad ti bloaz e Yale, ezel e voe eus al Linonian Society eno met skarzhet e voe abalamour d'e emzalc'h.

A-raok kregiñ gant ar vicher skrivagner e voe asagn e morlu Stadoù-Unanet Amerika. Levezonet e voe kalz eus e romantoù gant ar prantad-se eus e vuhez. Roet e voe lañs d'e vuhez a skrivagner gant The Spy, ur romant a spierezh e-kerzh ar Brezel Dieubiñ bet embannet embannet e 1821. Skrivet en deus un niver bras a istorioù mor. E oberennoù brudetañ a zo ar pemp romant istorel bodet er rummad Leatherstocking Tales. Degemeret mat e vez e oberennoù a-zivout penn kentañ morlu Stadoù-Unanet Amerika e-touez an istorourien daoust dezho bezañ bet burutellet gant e gempredidi. Gwelet e vez peurliesañ The Last of the Mohicans evel e bennoberenn.

Deroù e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet oa bet James Fenimore Cooper e Burlington, New Jersey in 1789 eus Elizabeth Fenimore ha William Cooper. An unnekvet diwar daouzek bugel e oa. Kalz a varvas en o bugaleaj. Un diskennad oa da James Cooper, eus Stratford-upon-Avon, Bro-Saoz, a zeus d'ober e annez e trevadennoù Amerika 1679. James hag e wreg a oa Quakers. Prenet o deus douaroù e New Jersey hag e Pennsylvania. Ganet e voe e vab-kuñv William d'an 2 a viz Kerzu 1754, pemzek vloaz ha tri-ugent goude ma voe erruet en Amerika.

Pa voe James ur bloaz e yeas e familh d'ober hec'h annez e Cooperstown, Stad New York, en ur gumuniezh krouet gant e dad war ur pezh tachenn douar bet prenet gantañ evit he diorren. Dilennet e voe e dad evel Kannad kontelezh Otsego e parlamant ar Stadoù-Unanet diwezhatoc'h. Ar gêr oa e lodenn kreiz Stad New-York a oa bet a-raok douaroù an Irokezed. Rediet oa bet an Irokezed da zilezel o douaroù pa voe trec'het Breizhveuriz, o c'hevredidi, er Brezel Dieubiñ.

Otsego Hall, ti re gCooper


Berr amzer goude ar Brezel Dieubiñ e lakaas ar Stad e gwerzh an douaroù bet d'an Irokezed. Tad James a brenas meur a vil devezh-arat douar e norzh Stad New-York a-hed ar stêr Susquehanna. War-dro 1788 en doa William dibabet al lec'h evit staliañ Cooperstown. Lakaat a reas sevel un ti war aod al lenn Otsego lake hag e diskar-amzer 1790 e tegasas e familh eno. Buan e krogas da lakaat sevel ar maner a zo anvet dindan an anv a Otsego Hall. Echu e voe e 1799 pa voe James dek vloaz. Pa voe trizek vloaz e voe kaset James da Skol-veur Yale. Met goude bezañ c'hoariet un toullad troioù-kamm e voe skarzhet e-kerzh e drede bloavezh hep bezañ bet e ziplom. Dipitet gant ar skol-veur e klaskas labour. E 1806, da seitek vloaz, e voe kemeret evel martolod war ul lestr-kenwerzh. E 1811 e voe anvet asagn e morlu nevez ar Stadoù-Unanet Amerika. Sinet e voe e anvidigezh gant Thomas Jefferson.

D'an oad a ugent vloaz en doe danvez bras war-lerc'h e dad. D'an oad a ur bloaz warn ugent e euredas da Susan Augusta de Lancey, d'ar 1añ a viz Genver 1811 e Mamaroneck, kontelezh Westchester, stad New York. Merc'h tud pinvidik e oa hi. Chomet e oa he familh feal da Vreizh-Veur e-pad ar Brezel Dieubiñ. Genel a rejont Seizh bugel. Pemp anezho a dizhas an oad gour. Skrivañ a reas o merc'h Susan Fenimore Cooper a-zivout an natur, gwir votiñ ar merc'hed ha danvezioù all. Embann a reas oberoù he zad alies pa reas eñ kement-all eviti. Kavout a reer e-touez diskennidi James ur skrivagner all, Paul Fenimore Cooper (1899–1970).

E servij er morlu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

James Fenimore Cooper, en e unwisk asagn

E 1806, d'an oad a seitek vloaz, e yeas James da vartolod war vourzh al lestr-kenwerzh. Renet oa ar Sterling gant John Johnston eus Maine where Cooper. Padout a reas kentañ beaj James un daou-ugent devezh bennak a amzer fall. Mont a reas al lestr betek marc'had Cowes e Bro-Saoz gant ur gargad a ed. Ar wech kentañ oa da gCooper gwelout Bro-Saoz. Bez eo oa Breizh-Veur e kreiz he brezelioù enep Napoleon. A-boan taolet e eorioù e porzh Cowes gant ar Sterling e tostaas ur vag-vrezel breizhveuriat ouzh al lestr hag e pignas soudarded war e vourzh. Kemer a rejont unan eus gwellañ izili skipailh ar Sterling evit enrollañ anezhañ e morlu Breizh-Veur. Ur boaz oa d'ar mare-se a-berzh Breizhveuriz tapout martoloded amerikan o tamall dezho bezañ dizertourien ha rediañ anezho da vont da servij e morlu Breizh-Veur. Unan eus abegoù brezel 1812 e voe.

O beaj kentañ a gasas anezho d'ar Mor Kreiz-douar a-hed aodoù Bro-Spagn e lec'hioù evel Águilas ha Cabo de Gata ma kemerjont ur gargad da vezañ kaset da Amerika. Skoet e voe ar martolod yaouank gant e chomadenn a veur a sizhunvezh e Bro-Spagn. Roud a gavjod diwezhatoc'h en e romant Mercedes of Castile a zivout Kristol Koulm.

Goude bezañ bet unnek mizvezh war vourzh ar Sterling e enrollas Cooper e morlu ar Stadoù-Unanet d'ar 1añ a viz Genver 1808. Peogwir e oa bet ur martolod a-feson e teuas buan e dad, bet ezel eus ar parlamant, a-benn da lakaat anezhañ da vezañ anvet. Darempredoù a-gozh en doa gant tud politikel liesseurt ha sternerien eus ar morlu. Sinet e voe anvidigezh James gant ar Prezidant Thomas Jefferson ha kaset gant Sekretour ar Verdeadurezh, Robert Smith. Degemeret e voe gant James d'an 19 a viz C'hwevrer. Gant an anvidigezh e oa ur skouerenn eus reolennoù ar morlu, deskrivadur an unwisk hag ul le da vezañ sinet dirak un test a kaset gant e lizher asant. Sinañ a reas Cooper e le dirak un den a lezenn eus New-York , an attorney William Williams, Jr. a-raok kas ar paperoù da Washington. D'ar 24 a viz C'hwevrer e resevas an urzh da vont da gavout an ofiser a oa e penn ar morlu e kêr New-York. Sevenet en doa James unan eus e hunvreoù yaouankiz.

D'an 21 a viz Meurzh 1808 e voe anvet war vourzh an USS Vesuvius , ur c'hetch a 82 troatad a zouge daouzek kanol hag ur mortez a drizek meutad.

Anvet e voe goude dindan urzhioù al letanant Melancthon Taylor Woolsey e-kichen Oswego, e stad New-York war aodoù al lenn Ontario, evit sevel ar brig USS Oneida. Savet e voe al lestr evit stourm ouzh Breizhveuriz war al lenn er brezel a santed o tont. Echuet e voe al lestr e nevezamzer 1809. Armet oa gant c'hwezek kanol.

E-pad ar prantad-se e teskas Cooper penaos e oa savet bagoù, labourioù da seveniñ war ar chanterioù sevel bagoù, hag ar vuhez er c'hoadeier. E-pad e amzer-vak ez ae da ergerzhout koadeier stad New-York hag aodoù lenn Ontario. Merdeiñ a reas alies e-touez ar Thousand Islands ma tremenas kalzik amzer o pesketa. Anr skiant prenet e bro Oswego a awenas diwezhatoc'h un darn eus e oberennoù evel e romant Dielloù ar gouarnamant pe ar morlu ne zeskont ket kalz tra war obererezh Cooper er morlu. Pezh a ouzer a zeu da gentañ eus an titouroù roet gantañ e-unan e notennoù ha lizheroù eus ar mare-se bet embannet.

Ur wech savet an Oneida e 1809, e heulias Cooper Woolsey betek lammoù-dour an Niagara. Neuze e voe roet dezhañ an urzh da vont war lenn Champlain war vourzh ur vag-kanoliañ betek ma skornfe al lenn er goañv. D'an 13 a viz Du 1809 e voe anvet war vourzh an USS Wasp dindan urzhioù ar c'habiten James Lawrence a oa a orin eus Burlington ivez hag ur mignon tost dezhañ. War vourzh a lestr-mañ e reas anaoudegezh gant William Shubrick a oa asagn ivez d'ar c'houlz-se hag a cholo e vignon a-hed e vuhez. Diwezhatoc'h e tedias The Pilot: A Tale of the Sea, The Red Rover, hag oberennoù all da Shubrick.

E skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Last of the Mohicans
Illustration from 1896 edition,
by J.T. Merrill

E 1820 e klaoustreas ouzh Susan, e wreg, e skrivje ul levr ken dedennus hag an hini a oa hi o lenn. Evit gounit Precaution . Levezonet e oa an oberenn gant doare Jane Austen. Embannet e voe Precaution dizanv. Un toullad burutelladennoù mat a resevas koulz e Bro-Saoz hag e er Stadoù-Unanet. Kalz gwelloc'h e voe an degemer graet d'e eil romant, The Spy embannet e 1821 hag awenet gant un istor bet kontet dezhañ gant e amezeg ha mignon John Jay a-zivout un darvoud c'hoarvezet e-kerzh ar Brezel Dieubiñ. Gwerzhet e voe mat. E 1823 e voe embannet The Pioneers, levr kentañ ar rummad Leatherstocking Tales. Taolennet e vez er rummad tudenn Natty Bumppo, ur reder-koadeier amerikan ampart-kenañ hag en em glev dreist gant an Indianed Delaware hag o rener Chingachgook. Bez e voe Bumppo tudenn bennañ The Last of the Mohicans , embannet e 1826. Skrivet e voe an oberenn e kêr New-York ma oa Cooper hag e diegezh o vevañ etre 1822 ha 1826. Dont a reas ar romant da vezañ unan eus an oberennoù amerikan lennet ar muiañ en XIXvet kantved.

E 1823, pa veve Beach Street e New-York, e teuas Copper da vezañ ezel eus ar Philadelphia Philosophical Society. Mervel a reas e vab henañ e miz Eost ar bloaz-se.

E 1824 e c'h erruas ar jeneral Lafayette eus Frañs war vourzh ar c'hCadmus e Castle Garden e kêr New York. Pedet e oa bet gevel ostiziad Stadoù-Unanet Amerika. Aze oa Cooper pa erruas ha bez e voe goude un ezel oberiant eus ar c'homite degemer.

Kas a reas e diegezh da Europa e 1826. Klask a rae wqar memes tro tennañ gwelloc'h gounid eus e levrioù ha reiñ gwelloc'h deskadurezh d'e vugale. Kendelc'her a reas da skrivañ tramor. Embannet e voe The Red Rover and The Water Witch, daou esu e istorioù mor e Pariz. E-pad ma chomas e Pariz e voe gwelet tiegezh Cooper evel kreiz ar gumuniezh vihan a amerikaned divroet. Skoulmañ a reas neuze darempredoù a vignoniezh gant al livour Samuel Morse hag ar jeneral gall, haroz ar Brezel Dieubiñ, Gilbert du Motier de La Fayette.

Kregiñ a reas da vont war an dachenn bolitiklel e 1832. Kas areas un toullad lizheroù in d'ar gelaouenn c'hall Le National eus Pariz evit difenn Stadoù-Unanet Amerika enep tagadennoù graet outo gant ar Revue Britannique. Kendelc'her a reas betek fin e vuhez da zaelañ dre skrid evit e vro pe evit an hiniennoù hag alies evit an daou asambles.

Ar fed embann e vennozhioù politikel ha yae gant an tu politikel en doa roet d'e skridoù faltazi endeo. Taget en doe ar mennozhioù enep republikan a gaved en Europa e The Bravo (1831). Kedelc'her a reas da vont war an dachenn bolitikel gant The Heidenmauer (1832) aha The Headsman: or the Abbaye of Vigneron (1833). Deskrivañ a ra The Bravo Venezia evel ul lec'h ma kuzh un oligarkiezh didruez dindan maskl ar "Republik hollseder". Lennet e voe an oberennoù-mañ gant kalz tud e daou du ar Mor Atlantel daoust ma voe burutellet fall The Bravo er Stadoù-Unanet.

Distreiñ a reas Cooper d'ar Stadoù-Unanaet e 1833. Embann a reas neuze A Letter to My Countrymen, o reiñ e sell war ar vreutadeg hag o tamall groñs e genvroiz evit o ferzh enni. War-lec'h ec'h embannas romantoù ha meur a levr notennoù a-zivout e veajoù hag an darvoudoù bevet en Europa. Kavout a reer e Homeward Bound ha Home as Found emboltredoù bravaet-kenañ.

Skridoù Cooper a-zivout politikerezh hag e zoare d'en em lakaat en a-raok ha hegasas un darn eus an dud. Kelaouennoù an United States Whig Party a zage anezhañ kriz. Sevel a reas klemm Cooper meur a wech ha gounid a reas bep tro dirak al lez-varn.


Poltred Cooper en unwisk ar morlu gant John Wesley Jarvis

Skridoù Cooper a-zivout politikerezh hag e zoare d'en em lakaat en a-raok ha hegasas un darn eus an dud. Kelaouennoù an United States Whig Party a zage anezhañ kriz. Sevel a reas klemm Cooper meur a wech ha gounid a reas bep tro dirak al lez-varn.

Goude ar prosez diwezhañ e adstagas Copper gant e labour skrivagner gant gred hag e reas berzh endro : embannadur e History of the U.S. Navy d'an 10 aviz Mae 1839 ; lodennoù all eus rummad Leatherstocking gantThe Pathfinder, or The Inland Sea (1840) ha The Deerslayer (1841) ha romantoù all. Skrivañ a reas diwar-benn dodennoù a vor, evel Ned Myers, or A Life Before the Masta zo a-bouez evit istorourien ar verdeadurezh.

D'an 10 a viz Mae 1839 e voe embannet e History of the Navy of the United States of America. Abaoe pell e oa al labour-mañ war ar stern. E-kerzh ur pred aozet en e enor, a-raok mont da Europa e miz Mae 1826, en doa diskleriet ez-foran en e bregenn kimiadiñ e venne skrivañ ar pezh labour istorel-se e-pad e chomadenn estrenvro. Da gentañ e voe degemeret mat e istor eus morlu ar Stadoù-Unanet met burutellet kriz e voe diwezhatoc'h koulz en Amerika hag en diavaez. Graet en doa enklaskoù ha dastumet danvez e-pad pevarzek bloavezh evit sevel al levr. E darempredoù tost gant ar morlu ha kalzik ofiserien a vor, e skiant-prenet e-keñver ar vuhez war vor a lakae anezhañ e-touez ar re varrekañ evit seurt labour. Lavaret e vez bremañ ez eo bet trec'h labour Cooper en amprouenn an amzer ha gwelet e vez gant ar brasañ niver evel un diell a-bouez a-zivout morlu ar Stadoù-Unanaet d'e vare.

Skrid Cooper, Proceedings of the naval court martial in the case of Alexander Slidell Mackenzie, a commander in the navy of the United States, &c:, a voe embannet da gentañ er gelaouenn Graham's Magazine e 1844. Lavarout a rae Coper e soñj a-zivout prosez Alexander Slidell Mackenzie dirak al lez vrezel. Pa oa an USS Somers war vor en doa divizet Mackenzie, kabiten al lestr, lakaat tri ezel eus ar skipailh da vezañ krouget war zigarez bezañ aozet un taol-dispac'h. Unan eus a re bet lazhet oa Philip Spencer, naontek vloaz, mab ar Sekretour Stad John C. Spencer. Krouget e voe hep bezañ bet barnet asambles gant daou vartolod all. A-raok ar prosez e oa Cooper o vont da skrivañ ur pennad kriz diwar-benn sell war an emgann anvet "the Battle of Lake Erie". A-raok en doa Mackenzie barnet didruez ar pezh oa bet skrivet gant Cooper a-zivout emgann-se en e History of the Navy of the United States, (1839). Koulskoude e tiskouezas bezañ digor e-keñver Mackenzie da vare ar prosez.

Embannet e voe Lives of Distinguished American Naval Officers e 1846. Kavout a reer el levr buhezskridoù an eilamiraled William Bainbridge, Richard Somers, John Shaw, William Shubrick hag Edward Preble.

E dibenn ar bloavezhioù 1840 e krogas endro da dagañ ez-foran e enebourien hag ar re a vurutelle anezhañ en un heuliad romantoù anvet al Littlepage Trilogy (1845-1846). Difenn a rae enno war an tachennoù politikel ha sokial perc'henned douaroù a-hed ar stêr Hudson enep ar venajerien a enebe outo er pezh a oa anvet an "Anti-Rent War". En unan eus e romantoù diwezhañ, The Crater, ur skeudennadur eus kresk ha diskar an Stadoù-Unanet (1848)e tiskouez splann e sell gwashaour war an istor. E dibenn e vuhez e skrivas ur flemmskrid faeüs diwar-benn ar vuhez sokial amerikan ha doareoù an dud a lezenn anvet The Ways of the Hour (1850), e romant klok diwezhañ.


E miz Mae 1853, e kavjod Old Ironsides e Putnam's Monthly. Un istor eus an doare da sevel listri-brezel eer Stadoù-Unanet oa. An oberenn gentañ o vezañ bet embannet goude marv Cooper eo bet.

Obererezh relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek e yaouankiz e voe Cooper un ezel gredus eus an Iliz eskobel (Episcopal Church) ha donaat a reas e gredennoù a-hed e vuhez. Un ezel oberiant eus Iliz eskobel ar C'hrist, a pa d'ar c'houlz-se ur barrez vihan a gCooperstown nepell eus e di. Diwezhatoc'h, e 1834, e teuas da vezañ ezel eus kuzul ar barrez. Reiñ a reas kalz arc'hant dezhi ha kemer a reas e karg adaozadur diabarzh an iliz gant koad derv. Kouzoumennet e voe eno gant an Aotrou Birdsall e miz Gouere 1851.

Dibenn e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Mezheven 1834 e tivizas Cooper implijout endro maner kozh an tiegezh Otsego Hall, e Cooperstown. Serr e oa bet pell amzer hag e stad fall e oa. Ne oa ket bet ennañ ur c'hwezek vloaz bennak oa. Buan e voe kempennet. Da gentañ e tremenas e c'hoañvezhioù e kêr New-York hag e hañvezhioù e Cooperstown. Goude e reas eus Otsego Hall e annez pennañ.


Tremen a reas Cooper e vloavezhioù diwezhañ e Cooperstown. Mervel a reas eus un dourgoeñv d'ar 14 a viz Gwengolo 1851, un deiz a-raok e 62 vloaz. Bezied e voe e bered Iliz Eskobel ar C'hrist, evel e dad William Cooper. Mervel a reas Susan , e wreg, un nebeud mizioù war e lerc'h ha beziet e voe en e gichen e Cooperstown.

Un toullas skrivagnerien vrudet, tud politikel ha tud anavezet a gemeras perzh en ur goan aozet evit enoriñ Jammes Fenimore Cooper e New-York c'hwec'h miz goude e varv e miz C'hwevrer 1852. Pennrenet e voe ar pred gant Daniel Webster gant Washington Irving ha William Cullen Bryant. Daniel Webster ha William Cullen Bryant a zistagas pep hini ur brezegenn. An hini ziwezhañ a reas kalz evit adsevel brud un tamm diskaret Cooper e-touez skrivagnerien amerikan ar mare.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An timbr embannet en enor da James Fenimore Cooper e 1940 er rummad "Famous Americans"

Bet eo bet Cooper unan eus brudetañ skrivagnerien amerikan an XIXvet kantved. Meulet eo bet e labour er bed a-bezh. Bamiñ a rae ouzh e oberennoù Franz Schubert, Victor Hugo, Rudolf Drescher hag Honoré de Balzac.

Unan eus ar skrivagnerien bouezus kentañ o lakaat tudennoù afrikan , afroamerikan, kent amerikan (indian) en e romantoù eo bet. Indianed o deus ur perzh pouezus-kenañ en e "Leatherstocking tales" peurgetket. Koulskoude ez eo luziet e doare da daolenniñ ar rummadoù tud-mañ. Gellout a ra alies pouezañ war an doug o deus an Indianed d'ober ar mad hag gellout a ra diskouez o doug d'al lazhadegoù ivez. El Last of the Mohicans e kaver war un dro Magua, gant nemet tuoù fall ha kriz pe dost ha Chingachgook, rener diwezhañ ar meuriad Mohican, diskouezet evel hael, kalonek hag harozek.

E 1831, e voe dilennet Cooper evel ezel a enor lennet an National Academy of Design.

Hervez Tad Szulc e roas Cooper e skoazell d'an emsav polonat.

N'eo ket an holl skiantourien ali evit lakaat anezhañ e rummad ar romantelourien strizh .

Burutellet eo bet The Deerslayer and The PathfinderMark Twain abalamour da stil c'hwezet ha leun a glichedoù Cooper en e "Fenimore Cooper's Literary Offenses" (1895).

Embannet eo bet un timbr en enor da James Feminore Cooper gant ar Stadoù-Unanet e 1940.

Burutellet garv eo bet Cooper evit e zoare da daolenniñ ar merc'hed. Holl heñvel ha divlaz, o klotañ gant kensentegezh ar mare.

Diazezet eo brud padus Cooper war pemp levr ar rummad "Leatherstocking tales" dreist-holl. Evit peurrest e oberenn e skriv ar gelennerez lennegezh Leslie Fiedler en he levr Love and Death in the American Novel( Dalkey Archive Press, 2008 (adembannadur)): 180. ISBN 978-1-56478-163-5): "[Cooper's]collected works are monumental in their cumulative dullness." (holl labourioù Cooper bodet a zo un dastumad divent a oberennoù ken arabadus an eil re hag ar re all)

Teir sal-debriñ eus State University of New York at Oswego a zo anvet en e enor (Cooper Hall, The Pathfinder, and Littlepage) peogwir e voe o chom en Oswego e-pad ur prantad amzer ha peogwir en deus lec'hiet istorioù zo er vro.

Ar c'hantolor-skourret alaouret a gaver e levraoueg ar White House e Washington DC a oa e maner familh James Fenimore Cooper. Degaset eo bet diwar c'houlenn Jacqueline Kennedy pa adaozas kinkladur diabarzh an Ti Gwenn.

Roet e vez bep bloaz ar "James Fenimore Cooper Memorial Prize" gant New York University d'ur studier heverk war ar gelaouennerezh.

E 2013 e voe degemeret Cooper er New York Writers Hall of Fame.

Brudet-kaer eo romantoù James Fenimore Cooper dre ar bed-bezh.

Oberennoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

James Fenimore Cooper gant Brady
  • Precaution (1820)
  • The Spy (1821)
  • The Pioneers (1823) : roman kentañ ar saga Leatherstocking
  • Tales for Fifteen pe Imagination and Heart (1823) div danevell skrivet dindan an anv-pluenn a Jane Morgan.
  • The Pilot (1824)
  • Lionel Lincoln (1825)
  • The Last of the Mohicans (1826) : saga Leatherstocking
  • The Prairie (La prairie) (1827) : saga Leatherstocking
  • The Red Rover (1828)
  • Notions of the Americans: Picked up by a Travelling Bachelor (1828)
  • The Wept of Wish-ton-Wish (1829)
  • Letter to General Lafayette (1830)
  • The Water-Witch (1830)
  • The Bravo: A Venetian Story (1831)
  • No Steamboats, danevell (1832)
  • The Heidenmauer (1832)
  • The Headsman: The Abbaye des Vignerons (1833)
Delwenn James Fenimore Cooper e Cooperstown, New York
  • A Letter to My Countrymen (1833)
  • The Monikins (1835)
  • The American Democrat (1835)
  • The Eclipse (1836)
  • An Execution at Sea (1836)|1836
  • Gleanings in Europe: Switzerland (Sketches of Switzerland) (1836)
  • Gleanings in Europe: The Rhine (Sketches of Switzerland, Part Second) (1836)
  • A Residence in France: With an Excursion Up the Rhine, and a Second Visit to Switzerland (1836)
  • Gleanings in Europe: France (1837)
  • Gleanings in Europe: England (1837)
  • Homeward Bound (1838)
  • Home as Found (1838)|1838
  • Gleanings in Europe: Italy (1838)
  • The Chronicles of Cooperstown (1838)
  • Old Ironsides (1839)
  • Navy of United States (1839)
  • The Pathfinder (1840) : saga Leatherstocking
  • Mercedes of Castille (1841)
  • The Deerslayer (1841) : saga Leatherstocking
  • The Two Admirals (1842)
  • Wing and Wing (1842)
  • Autobiography of a Pocket Handkerchief (1842)
  • Richard Dale (1843)
  • Wyandotté (1843)
  • Ned Myers (1843)|-
  • Proceedings of the Naval Court-Martial in the Case of Alexander Slidell Mackenzie, &c. (1844)
  • Float and Ashore or the Adventure of Miles Wallingford (1844)
  • Satanstoe: or The Littlepage Manuscripts, a Tale of the Colony(1845)
  • The Chainbearer; or, The Littlepage Manuscripts (1845)|1846
  • The Redskins ; or, Indian and Injin: Being the Conclusion of the Littlepage Manuscripts (1846)
  • Lives of Distinguished American Naval Officers (1846)
  • The Crater of Vulcan Peak (1847)
  • Oak Openings (1848)
  • Jack Tier (1848)
  • The Sea Lion (1849)
  • The Way of the Hour (1850)
  • Upside Down : or Philosophy in Petticoats, pezh-c'hoari (1850)
  • New York: or The Towns of Manhattan (1851)
  • The Lake Gun (1851)


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit mont pelloc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Clavel, Marcel (1938). Fenimore Cooper and his critics: American, British and French criticisms of the novelist's early work, Imprimerie universitaire de Provence, E. Fourcine, 418 pages; Book
  • Darnell, Donald. (1993). James Fenimore Cooper: Novelist of Manners, Newark, Univ. of Delaware
  • Doolen, Andy (2005). Fugitive Empire: Locating Early American Imperialism, Minneapolis: Univ. of Minnesota P,
  • Franklin, Wayne (1982). The New World of James Fenimore Cooper, Chicago: Univ. of Chicago P, Book
  • -- (2007). James Fenimore Cooper: The Early Years, New Haven: Yale UP, Book
  • Krauthammer, Anna. The Representation of the Savage in James Fenimore Cooper and Herman Melville. NY: Peter Lang, 2008.
  • Long, Robert Emmet( 1990). James Fenimore Cooper, NY: Continuum, PS 1431 .L57
  • MacDougall, Hugh C. Where Was James? A James Fenimore Cooper Chronology from 1789–1851. Cooperstown: James Fenimore Cooper Soc., 1993.
  • Rans, Geoffrey. Cooper's Leather-Stocking Novels: A Secular Reading. Chapel Hill: Univ. of North Carolina, 1991.
  • Redekop, Ernest H., ed. (1989). James Fenimore Cooper, 1789–1989: Bicentennial Essays, Canadian Review of American Studies, entire special issue, vol. 20, no. 3 (Winter 1989), pp. [1]–164. ISSN 0007-7720
  • Reid, Margaret. Cultural Secrets as Narrative Form: Storytelling in Nineteenth-Century America. Columbus: Ohio State UP, 2004.
  • Ringe, Donald A. (1988). James Fenimore Cooper, Boston: Twayne, PS1438 .R5
  • Romero, Lora. Home Fronts: Domesticity and Its Critics in the Antebellum United States. Durham: Duke UP, 1997.
  • Smith, Lindsey C. (2008). Indians, Environment, and Identity on the Borders of American Literature: From Faulkner and Morrison to Walker and Silko, NY: Palgrave Macmillan,
  • Verhoeven, W. M. (1993). James Fenimore Cooper: New Historical and Literary Contexts, Rodopi publishers, 217 pages; ISBN 9789051833607; Book

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]