Jak ar Marichal

Eus Wikipedia

Jak ar Marichal, pe ar Marechal, (Moustoer-Logunec'h, 18 Genver 1878 - Pleuwigner, 18 Eost 1945) a oa beleg ha saver kanaouennoù. Goude studioù e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened hag e kloerdi bras Gwened e voe beleget e 1902 ha da c'houde e voe kelenner e Santez-Anna-Gwened, kure e Sarzhav, kure en iliz-veur Gwened, ha person Pleuwigner goude ar Brezel-bed kentañ. Kenlabourat a reas gant kelaouennoù brezhonek evel Dihunamb hag Ar Vro adalek 1905. Sinañ a rae e bennadoù Blei Lannvauz. Ezel e voe eus Kevredigezh Vroadel Breizh (Union Régionaliste Bretonne).

E-touez e ganaouennoù brudetañ, hag a vez kanet c'hoazh, emañ Kousk Breizh-Izel, Kenavo deoc'h, gwir Vretoned, Sonit bombard, sonit binioù pe c'hoazh Alc'hwez an eürusted. Ouzhpenn e ganaouennoù e voe savet gantañ ivez kantikoù, barzhonegoù, ur pezh-c'hoari ha pennadoù all c'hoazh.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ereden é Bro-Guened, dastumad sonennoù, An Oriant, 1925.
  • Soñnenneu kenstrivadeg Koulmig Arvor (J. ar Marichal ha Job ar Bayon), embannet gant Feiz ha Breiz, Brest, 1926.