Itron an Erminig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Itron an Erminig
Lady with an Ermine.jpg
Leonardo da Vinci, 1488-1490
Eoullivadur war goad
54,8 × 40,3 cm
Mirdi Czartoryski, Cracovia
Cracovia


" La dama con l'ermellino (Ritratto di Cecilia Gallerani), Itron an erminig e brezhoneg", a zo un eoullivadur war goad a 54,8 cm x 40,3 graet etre 1488 ha 1490 gant Leonardo da Vinci.

Emañ al livadur er mirdi Czartoryski e Cracovia war-lerc'h bezañ dreset goude un tamm drailh graet dezhañ e-kerzh an eil brezel bed . Kuzhet e oa bet en ur c'hastell, kavet gant ar soudarded alaman, ha pa voe adkavet war o lerc'h e oa roud seul ur votez warnañ en ur c'horn.

E krec'h en tu kleiz eo skrivet: "LA BELE FERONIERE LEONARD DA WINCI".

Taolenn

[kemmañ] Ar vaouez

Cecilia Gallerani eo anv ar vaouez zo bet livet, bez e oa unan eus priedoù-kleiz Ludovico Sforza, dug Milano. 16 vloaz e oa-hi da neuze. Brudet e oa he spered kement hag he c'hoantiz e lez Milano. Evit an dug a oa gwarezour Leonardo.


[kemmañ] Istor al livadur

N'anavezer an istor-se nemet adal an XVIIIvet kantved, pa ne oa ket lakaet war gont Leonardo c'hoazh. Hiriv avat ez eus kenemglev war ar poent-se.


[kemmañ] Iskis

N'eo ket un erminig met ur fured, evit doare, a zo livet amañ, hervez meur a skiantour. Aes a-walc'h doñvaat ur fured, diaesoc'h a galz ober kemend-all gant un erminig, ouzhpenn ma ne oa ket ul loen stank er vro, ha diaes da boltrediñ, seul ziaesoc'h pa ouzer e oa gorrek Leonardo da livañ.

[kemmañ] Arouez

Savet e vije an daolenn diwar ur c'hoari-gerioù : erminig a zo galere e gregach, heñvel ouzh an anv Gallerani.
Gant he blev gwenn e oa ivez arouez ar c'hlanded.

[kemmañ] Pennad kar

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all