La Belle Ferronnière

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
La Belle Ferronière, livet gant Leonardo da Vinci.

La Belle Ferronière zo ul livadur 62 x 44 cm graet entre 1495 ha 1497 war un daolenn koad kraoñ. Un oberenn a-bouez eo, war ziskouez e Mirdi al Louvre e Pariz. Krediñ a reer eo bet graet gant Leonardo da Vinci ha kenlabourerien dezhañ, hogen n'eo ket peurasur.

Poltred un itron dizanv eo, ha pell eo chomet dianav. Hiriv e ouzer eo Lucrezia Crivelli, unan eus serc'hed Lodovico Sforza. Met urvojenn zo ivez diwar-benn an daolenn.

Mojenn[kemmañ]

Hervez ur vojenn e oa un itron Ferron hag a oa deuet da vout unan eus serc'hed ar roue gall Frañsez Iañ. An aotrou Ferron a oa dogan eta hogen ne oa ket kontant abalamour da se. Kontañ a reer en dije tapet kleñved Naplez da reiñ d'e bried evit ma roje-hi ar c'hleñved d'ar roue. [1].

Bravig[kemmañ]

E galleg e vez graet belle ferronière eus ur c'hinkladur, anezhañ ur gordennig skoulmet a-drek ar penn gant ur gameenn pe ur maen prizius war an tal.


Notennoù[kemmañ]

  1. La belle Ferronière

Pennad kar[kemmañ]