Istor an ekologiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An douar luc'hskeudennet gant Apollo 17

An ekologiezh eo ar skiant a vez studiet ganti an darempredoù etre ar boudoù bev hag o endro. Krouet eo bet ar ger Ekologiezh diwar oikos, pezh a dalvez "ti, annez" e gresianeg, ha gant logos (skiant). Savet eo bet ar ger gant Ernst Haeckel e 1886, anezhañ ur bevoniour alaman a-du gant darwin. E-barzh e levr "Morfologiezh hollek an organegoù" e termene ar ger evel-henn :

Skiant an darempredoù etre ar boudoù bev hag ar bed tro-dro dezho, da lâret eo, gant ur ster ledanoc'h, skiant stuzioù ar vuhez.

Alies e vez sellet ouzh an ekologiezh evel ur c'heñver tric'hognek etre hiniennoù ur spesad, obererezh urzhiet ar spesad-mañ, hag an endro el lec'h ma vez kaset an obererezh-se da benn. An endro zo war un dro kenderc'h ha stuz an obererezh-mañ.

An ekologiezh a c’hall bezañ un ideologiezh politikel ivez. Mont da welet ar pennad ekologiezh politikel evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar c’hraf-se.

An diaraogerien a-fed ekologiezh[kemmañ]

Ar pezh a c’haller envel ar preder ekologour zo anezhañ abaoe ur prantad hiroc’h ha pennaennoù diazez an ekologiezh a oa diorroet tamm-ha-tamm,en un doare stag ouzh diorroadur danvezioù all ar vevoniezh. Unan deus ar c’hentañ ekologourien zo bet Aristotelez, marteze, pe unan eus e ziskibled evel Teofrastos o deus studiet o-daou kals spesadoù anevaled. Kerkent hag ar Ive kantved kent J.-K. e teskrivas an darempredoù etre al loened hag ivez etre al loened hag o endro.

Kalz naturalisted o deus kemeret an hent-mañ, da skouer Buffon pe Linneus. O labourioù a c'hell bezañ gwelet mui-pe-vui evel ragistor an ekologiezh vodern.

An douaroniezh el louzawouriezh hag Alexander von Humboldt[kemmañ]

E-kerzh an Patrom:XVIII kantved hag e penn kentañ an XIXvet kantved zo bet graet a-berzh Bro-C'hall, Alamagn, ha broioù all mistri war ar mor, kalz beajoù evit ergerzhiñ ar bed en e bezh, reiñ lusk d'ar c'henwerzh-mor gant broioù all, kavout danvezioù naturel all, hag ober ur renabl eus an holl draoù-se. E penn kentañ an XVIIIvet kantved e oa anavezet tost da 20 000 gouenn plant, ha 40 000 e fin an XIXvet kantved, hag hogos 400 000 bremañ. Kemer a rae kalz skiantourien perzh er beajoù ergerzh-se, louzawourien dreist-holl, hag en o-zouesk an ergerzher alaman Alexander von Humboldt. Sellet e vez eus outañ evel gwir diaraoger an ekologiezh. Hemañ eo an hini kentañ en deus en em roet da studiañ al liammoù etre an endro hag ar boudoù bev. Lakaet en deus anat al liamm a zo etre gouennoù plant evezhiet hag an hinoù, deskrivañ a reas kelc'hiadoù strud gant al lec'hed hag an uhelez, ar pezh a vo anvet douaroniezh ar plant diwezhatoc'h.

E 1804 da skouer ez eus bet degaset gantañ ur bern gouennoù plant eus broioù a bep seurt; klasket en deus displegañ an doare ma’z eo ingalet ar plant o kemer harp war fedoù an douarouriezh. Un oberenn vrudet eo l'essai sur la géographie des plantes (1805).

Louzaourien all a zo bet pouezus-tre, da skouer Aimé Bonplant, pe c'hoazh Eugénius Warming.

Anaoudegezh ar biokoinos - Darwin ha Wallace[kemmañ]

E-tro 1850, eo bet embannet gant Charles Darwin e oberenn diwar-benn Orin ar spesadoù. Adalek neuze e tilezer tamm-ha-tamm meizadenn ar spesadoù evel traoù diflach evit sellet oute evel traoù emdroüs.

Wallace, a-heligentañ gant Darwin ha kempred gantañ, a zo bet an hini kentañ o kinnig un "douaroniezh" eus ar spesadoù loened. Obererien zo, d'ar mare-se, o deus spurmantet n'eo ket distag ar spesadoù où an eil eus egile, hag o deus strollet anezho e rummadoù spesadoù plant ha rummadoù spesadoù anevaled ; diwezhatoc'h ez eus bet dizoloet e c'haller strollañ anezho ivez e kumuniezhoù boudoù bev (biokoinosoù). Ijinet e oa ar gomz-mañ e 1877 gant Karl Möbius.

Anaoudegezh ar viosferenn - Eduard Suess ha Vladimir Vernadsky[kemmañ]

Da vare an XIXvet kantved ez eus bet implijet ar ouiziegezh bet dastumet er gimiezh gant Lavoisier ha de Saussure e-ser studiañ kelc’hiad an nitrogen.

Goude bezañ gwelet ne c'hall ar vuhez diorren nemet etre bevennoù strizh an tri c'hombod a zo an atmosferenn, an hidrosferenn hag al litosferenn, ar geologour aostrian Eduard Suess en deus kinniget, e 1875, meiziad ar [biosferenn|viosferenn]]. Suess a ginnig ma vefe roet an anv biosferenn d'ar c’holoennad buhez-mañ, na gaver betek-henn nemet war gorre an Douar hec'h-hunan, enni ar plant, al loened, ar maenegoù, kelc’hiad ar materi, ha kement zo c'hoazh.

Er bloavezhioù 1920, ar geologour rusian Vladimir Ivanovich Vernadsky, a resisa meiziad ar viosferenn en e oberenn Ar Viosferenn (1926) ha taolenniñ pennaennoù diazez ar c’helc’hiadoù biogeokimiek bras. Termeniñ a ra en-dro ar viosferenn evel hollad a écosystèmes. A-du arall, ar freuzadennoù ekologel kentañ zo bet gwelet adalek an XVIIIvet kantved. An trevadennoù stank-oc’h-stank o deus digoadet takadoù zo forzh pegement. Kerkent hag an XIXvet kantved, da vare an dispac’h greantel, e tiwanas douetañs e-keñver efed obererezh Mab-Den war an endro. Diwan a reas ar ger ekologour e diwezh an XIXvet kantved.

Rannoù an ekologiezh[kemmañ]

Lakaet e vez kemm etre peder skiant ekologel :

An ekofiziologiezh : Studiet vez ganti an darempredoù etre ur patrom ispisial ha faktorioù e endro.

An demoekologiezh (ekologiezh ar poblañsoù): Studiet e vez ganti an darempredoù etre an dud hag o endro.

Ar sinekologiezh : Studiet e vez ganti an darempredoù etre ur gumuniezh, enni tud pe loened difer, hag o endro.

An ekologiezh hollek : Savet eo bet ar skiant-mañ ugent vloaz zo nemetken. Klask a reer ganti studiañ an ekologiezh evit traoù bras-meurbet (ekosferenn pe biosferenn).

Levrlennadur[kemmañ]

E galleg[kemmañ]

  • Pascal Acot (1988). Histoire de l’écologie. Presses universitaires de France (Paris) : 288 p. (ISBN 2-13-041414-1)
  • Pascal Acot (1994). Histoire de l’écologie. Presses universitaires de France (Paris), collection Que sais-je ?, n° 2870 : 128 p. (ISBN 2-13-046260-X)
  • Jean-Paul Deléage (1991). Une histoire de l’écologie. Seuil (Paris), collection Point Science : 330 p. (ISBN 2020193442)
  • Yves Hébert (2006). Une histoire de l'écologie au Québec, Les regards sur la nature d'hier à aujourd'hui. Québec, Les Éditions GID, 477 p.ISBN-10 : 2-922668-80-0

ISBN-13 : 978-2-922668-80-3

  • Patrick Matagne (1999). Aux origines de l’écologie : les naturalistes en France de 1800 à 1914. Éditions du Comité des Travaux historiques et scientifiques (Paris), collection Histoire des sciences et des techniques, n° 49 : 302 p. (ISBN 2735504107)
  • Philippe DUVIGNEAUD (1880). La synthèse écologique. Doin, Paris, 380 p.
  • Patrick Matagne (2002). Comprendre l'écologie et son histoire. Delachaux et Niestlé (Lausanne), collection La Bibliothèque du naturaliste : 208 p. (ISBN 2603012681)
  • Donald Worster (1998). Les Pionniers de l’Écologie. Une histoire des idées écologiques. Sang de la terre (Paris), collection La pensée écologique : 412 p. (ISBN 2869850980)
  • Humboldt, A. von. 1805. Essai sur la géographie des plantes, accompagné d’un tableau physique des régions équinoxiales, fondé sur les mesures exécutées, depuis le dixième degré de latitude boréale jusqu’au dixième degré de latitude australe, pendant les années 1799, 1800, 1801, 1802, et 1903 par A. De Humboldt et A. Bonpland. Paris: Chez Levrault, Schoelle et Cie. Sherborn Fund Fascimile No.1.
  • Humboldt, A. von. 1805. Voyage de Humboldt et Bonpland. Voyage aux régions équinoxiales du nouveau continent. 5e partie. “Essai sur la géographie des plantes”. Paris. Facs intégral de l’édition Paris 1905-1834 par Amsterdam: Theatrum orbis terrarum Ltd., 1973.
  • Humboldt, A. von. 1807. Essai sur la géographie des plantes. Facs.ed. London 1959. His essay on “On Isothermal Lines” was published serially in English translation in the Edinburgh Philosophical Journal from 1820 to 1822.
  • LETHIERS (francis), 1998. Evolution de la biosphère et événements géologiques. Gordon and Breach, Amsterdam, 321 p.

E saozneg[kemmañ]

  • Acot, Pascal, dir. (1998), The European Origins of Scientific Ecology (1800-1901), Paris, Gordon & Breach, EAC, 2 vols., CD-ROM, 932 pp.
  • Bowler, Peter J. 2000. The Earth Encompassed. A History of the Environmental Sciences. New York / London, W-W Norton and Company.ISBN 0-393-32080-4 pbk
  • Ramalay, Francis. 1940. The growth of a science. Univ. Colorado Stud., 26: 3-14.
  • Egerton, Frank N. 1977. History of American Ecology. New York: Arno Press.
  • Hagen, Joel B. 1992. An Entangled Bank: The Origins of Ecosystem Ecology. New Brunswick: Rutgers University Press.
  • Kingsland, Sharon E. 1995. Modeling Nature: Episodes in the History of Population Ecology, 2nd ed. Chicago: University of Chicago Press.
  • McIntosh, Robert P. 1985. The Background of Ecology: Concept and Theory. Cambridge: Cambridge University Press.
  • Mitman, Gregg. 1992. The State of Nature: Ecology, Community, and American Social Thought, 1900-1950.
  • Real, Leslie A. and Simon A. Levin, editors. 1991. Foundations of Ecology: Classic Papers with Commentary. Chicago: University of Chicago Press.
  • Tobey, Ronald C. 1981. Saving the Prairies: The Life Cycle of the Founding School of American Plant Ecology, 1895-1955. Berkeley: University of California Press.
  • Weiner, Doug. 2000. Models of Nature: Ecology, Conservation, and Cultural Revolution in Soviet Russia. Pittsburgh: University of Pittsburgh Press.
  • Worster, Donald. 1994. Nature's Economy: A History of Ecological Ideas, 2Patrom:Eil éd. Cambridge and New York: Cambridge University Press.
Sunflowers.jpg Rummad Ekologiezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an ekologiezh.