Istor Mec'hiko

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar maread rakspagnek[kemmañ]

oberenn maya e mirdi Palenque
Uxmal. Kêr vaya kozh

Dizoloet e vefe bet an dachennad gant strolladoù chaseourien-kutuilherien tost tregont mil bloaz zo. Diorroet e vefe al labour-douar e Mec’hiko war-dro 9000 kent JK. Koulskoude, ne voe mestroniet gounidegezh ar maiz, an hini bouezusañ e labour-douar Mezoamerika, nemet war-dro 5000 kent JK. Diskouez a ra prouennoù arkeologel e oa bet savet ar podoù kentañ war-dro 2500 kent JK, ar pezh a verk deroù ar sevenadurezh vezoamerikan rak gant se e vez aroueziet ar c’hevredigezhioù chomidik.

A-raok diorroadur al labour-douar askoridik (etre 1800 ha 1500 kent JK) e oa kevatalek ar c’hevredigezhioù mezoamerikan, da lavaret eo e oa anv eus strolladoù tud gant diforc’hioù sokial o tont war wel, diazezet war ar rev, an oad ha strolladoù kerent.

O vezañ ma’z eus ezhomm eus kalz tud evit sevel reizhiadoù dourañ, e c’haller soñjal eo c’hoarvezet er memes koulz diorroadur kevredigezhioù gant klasoù e Mezoamerika, daoust m’eo bet kreñvaet ar re-se er maread rakklasel diwezhat hag er maread klasel abred. War-dro 100 goude JK e teu kêr Deotihuacan da vezañ kentañ Stad kemplezh ar c’horn-bro ha d’en em lakaat gant Sina, Indez, Egipt ha Perou war roll Stadoù kentañ an denelezh.

E-pad tremen tri mil bloaz eo bet Mec’hiko kavell sevenadurezhioù araokaet evel an Olmeked, an Darasked, ar Vec’hikaed, hag ar Vayaed. Ouzhpenn se ez eus bet gwelet meur a Stad, evel Tlaxcala, Colima ha Tenochtitlan, o tiazezañ hag o tiorren e-kreiz hag e su tachennad ar vro bremañ etre 100 goude JK hag un tammig goude donedigezh ar Spagnoled en Amerika.

Gant annezidi gozh an dachennad vec’hikan e oa bet tizhet ul live uhel-kenañ evit ar mare er matematikoù, er steredoniezh, en disavouriezh, el louzawouriezh ha war dachennoù all eus an anaoudegezh. Mat ha ma oant da sevenadurioù disheñvel ha m’en em gave o diorroadur e liveoù disheñvel, e oa gant an Amerindianed a oa o chom en tachennadoù-se ur gosmogoniezh heñvel.

Ar sevenadurioù olmek, teotihuakek, toltek, maya ha mec’hikaek a astennas o levezon da doleadoù all, a greñvaas o galloud hag a levezonas an arz, ar c’henwerzh, ar politikerezh, an deknologiezh hag an doueoniezh. Ar Vec’hikaed e voe ar re gentañ er bed oc’h ober gant an deskadurezh ret evit an holl, hep lakaat kemm etre ar reizhoù hag ar c’hlasoù. Daou seurt skol a oa : an telpochcalli, evit ar studioù pleustrek ha milourel, hag ar c’hcalmecac, evit deskiñ ar skriverezh, ar steredoniezh, ar gouarnerezh, an doueoniezh ha diskiblezhioù all.

Ar maread trevadennel[kemmañ]

Hernán Cortés, Konkistador eus an impalaeriezh Aztek

E 1519 e oa erruet Hernán Cortés war Enez Cozumel hag adalek eno e krogas gant e ergerzhadeg en dachennad vec’hikan bremañ, a echuas gant drouziwezh an impalaeriezh Aztek a voe roet dezhañ ha d’e gevredidi e 1521. Eneberezh taer a voe a-berzh an Azteged avat, hag e-pad daou vloavezh o doa stourmet a-raok o drouklamm. Moctezuma II, Cuitláhuac ha Cuauhtémoc e voe an impalaerien aztek diwezhañ. Da neuze e voe diazezet un drevadenn vras eus an impalaeriezh spagnol a oa bet lakaet da Spagn-Nevez a-raok bezañ astennet gant ergerzhadegoù hag aloubadegoù Hernán Cortés hag ergerzherien spagnol all, betek goleiñ un darn vras eus lodenn su tachennad bremañ ar Stadoù-Unanet.

Diwezhatoc’h ez erruas ar visionerien spagnol er vro a-benn avielañ an dud a oa chomet bev war-lerc’h an aloubadeg, dezho da ankouaat o relijion gozh ma veze aberzhet tud e-touez traoù all. E-mesk ar visionerien-se e oa difedet Toribio de Benavente "Motolinia" ha Bartolomé de las Casas dre an evezh a lakaent da wareziñ tud ar vro.

Kerkent hag ar 17 a viz Ebrel 1535 e oa bet fiziet melestradur Spagn-Nevez en ur besroue. An hini kentañ e vo Antonio de Mendoza, anvet gant Charlez Pemp.

Kenglotañ a ra an tri c’hantved mestroni spagnol gant krouidigezh Mec’hiko evel ur vroad latin, spagnek, katolik ha hiron evel m’hec’h anavezomp hiziv an deiz. Daoust ma n’eus ket kalz a dra diwar-benn se el levrioù war istor Mec’hiko, ez eo bet pouezus prantad besrouantelezh Spagn-Nevez evit an arzoù, ar sevenadur ha doare bevañ ar Vec’hikaned bremañ. Lakaet en deus diazezoù doareoù Mec’hiko bremañ : ar spagnoleg, ar relijion gatolik, an hironadur, an disavouriezh, ar c’heginerezh (ur meskad dibar a vlazioù rakspagnek ha spagnek), ar gouelioù, framm ar familh, ar gwir ha kalz a zoareoù all.


An dizalc’hiezh[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Brezel dizalc’hiezh Mec’hiko

Miguel Hidalgo, kentradour brezel dizalc’hiezh Mec’hiko

Distignet e oa bet al luskad dizalc’hour pa oa bet aloubet Spagn, e penn kentañ an XIXvet kantved, gant armeoù Napoléon Bonaparte, met donedigezh ar mennozhioù frankizour e Spagn he doa c’hoariet ur roll ivez. E meur a dolead eus Amerika latin e tarzhas emsavadegoù dizalc’hour. Evel-se e voe e Mec’hiko ivez. An taolioù-esae kentañ evit dizalc’hiezh Spagn-Nevez a glot gant «irienn ar Profesa» (anvet evel-se diouzh an templ m’en em vode an iriennerien da evañ chokolad en emvodoù lennegel, sañset, evit kuzhat o gwir vennozhioù) e kêr Vec’hiko. Gallout a ra ar strollad-se kontañ war skoazell ar besroue Iturrigaray, hogen war evezh emañ al luskad enep-dizalc’hour ha lakaat a ra ar besroue da vezañ digarget. Dalc’hidi Spagn, kenwerzherien anezho dreist-holl, a laka envel ur besroue kabac’h e gopr ganto, Pedro de Garibay, hag a sin urzhioù herzel evit nep piv bennak zo diskred warnañ bezañ dizalc’hour.

Ret eo gortoz ar 16 a viz Gwengolo 1810 evit ma lakafe Miguel Hidalgo pobl Mec’hiko d’en em sevel enep an aotrouniezh spagnol dre reiñ lañs d’e c’hGrito de Dolores. Heuliet eo gant an dud, ha kregiñ a ra da aloubiñ ar c’hêrioù gant berzh. D’an 30 a viz Here 1810, tra m’emañ Mec’hiko en amen dezhañ, dizifenn, e tilez an alouberezh anezhi hag e kemenn ur giladeg war-du Valladolid. Diwezhatoc’h e vo paket ha lazhet d’an 30 a viz Gouere 1811. Met lañset eo al luskad ha re all, evel José María Morelos, Vicente Guerrero, Guadalupe Victoria pe Agustín de Iturbide, a zeu war e lerc’h. Er stourm-se e kaver tud leal hag en em gann evit un uhelvennad, evel La Corregidora a vez meulet c’hoazh hiziv an deiz gant ar Vec’hikaned, ha tud all uhelek ha klask-o-avel evel Agustín de Iturbide. Dont a reont a-benn eus o zaol memes tra, ha d’an 28 a viz Gwengolo 1821 e sin besroue Spagn-Nevez, Juan O'Donojú, akta dizalc’hiezh Mec’hiko.

D’an 21 a viz Gouere 1822 eo tronet Agustín de Iturbide da impalaer bonreizhel Mec’hiko evel Augustin Iañ. Ur bloavezh hepken e pado e ren. Distroadet eo d’an 19 a viz Meurzh 1823.

D’ar 4 a viz Here 1824 e sav Mec’hiko ur vonreizh eviti hec’h-unan. Ganet eo ar Republik ha Guadalupe Victoria eo ar prezidant kentañ. Ren a ray ar vro e-pad 5 bloaz, met da c’houde e teu an eil taol-stad war-lerc’h egile fonnus-kenañ hag e vo tri frezidant e 1829. Ret eo gortoz Anastasio Bustamante e 1830 evit ma teufe un tamm sioulded en-dro. Ren a ray ar vro betek 1832. War-lerc’h ez adkrogo ar stourm evit ar galloud.

E diskar amzer ar bloaz 1835, en em sav Texas, ur Stad eus republik kevreadel Mec’hiko, enep diktatouriezh ar prezidant mec’hikan Antonio López de Santa Anna (seziz Fort-Alamo, d’ar 6 a viz Meurzh 1836). E miz Meurzh 1836 ez embann Republik dizalc’h Texas, tra ma tisrann Guatemala ha republik dibad Yucatán. Homañ a vo adlakaet dre heg e-barzh Mec’hiko goude daou daol-esae.

Ar brezel Amerika-Mec’hiko[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Brezel Amerika-Mec’hiko

Tachennadoù mec’hikan destaget gant ar Stadoù-Unanet e 1848

E 1836 ez embann Texas ez eo dizalc’h diouzh Mec’hiko, ha destaget e vo pemp bloaz diwezhatoc’h gant ar Stadoù-Unanet. E 1846 ez arc’h Mec’hiko an dachennad zo etre ar rio Bravo hag ar rio Nueces. Rak bevenn Texas e oa ar rio Nueces 300 km en norzh d’ar rio Bravo. Neuze e tarzh ar brezel etre Mec’hiko hag ar Stadoù-Unanet, ha padout a ray eus 1846 da 1848.

Aloubet eo ar vro gant an armeoù amerikan a chom eno eus 1847 da 1848. War-lerc’h emgann Chapultepec d’ar 14 a viz Gwengolo 1847, e sav an arme amerikan banniel Amerika war ar Palez Broadel : aloubet eo kêr Vec’hiko. Dindan kontroll Winfield Scott ez eus lazhet lies soudard eus ar batailhon Sant Padrig, dizertourien eus an US Army anezho, a genlaboure gant an harzerezh mec’hikan enep an alouber.

Echuiñ a ra ar brezel gant sinadur feur-emglev Guadeloupe Hidalgo ma anavez Mec’hiko ar rio Bravo da harzoù gant Texas. Ouzhpenn se e tilez Mec’hiko tremen 40 % eus he ziriad d’ar Stadoù-Unanet, da lavaret eo tost 2 000 000 km². Stadoù California, Mec’hiko-Nevez, Arizona, Nevada, Utah, an darn vrasañ eus Colorado ha mervent Wyoming eo an tiriadoù zo bet destaget gant ar Stadoù-Unanet da-heul ar brezel Amerika-Mec’hiko.

Gwarezveli Frañs[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Ergerzhadeg Mec’hiko

An impalaer Maximilien Habsbourg lakaet d’ar marv

E 1861 e tiviz gouarnamant mec’hikan Juárez paouez da baeañ e zle diavaez. Frañs, anezhi unan eus kredourien bennañ Mec’hiko, a ziviz kas hec’h arme di, gant skoazell Spagn ha Bro-Saoz, evit rediañ ar gouarnamant mec’hikan da baeañ e zle. Erruout a ra ar morlu europat e Veracruz e 1862. Dont a ra ar gournamant mec’hikan a-benn da lakaat ar Saozon hag ar Spagnoled d’en em dennañ, dre emzivizoù diplomatel. Setu e kendalc’h Frañs an ergerzhadeg hec’h-unan gant ar pal staliañ ur warezveli e Mec’hiko.

War-bouez emgann Puebla, gounezet gant an arme vec’hikan renet gant Ignacio Zaragoza, e ra berzh taol-brezel Frañs. Dirak armeoù Frañs o vont war-raok eo rediet gouarnamant mec’hikan Juárez da vont d’an harlu da San Luis Potosí d’an 31 a viz Mae 1863 ha neuze da bPaso del Norte tost d’an harzoù gant ar Stadoù-Unanet. E miz Mezheven 1963 e kouezh Mec’hiko dindan kontroll armeoù Napoléon III. D’an 10 a viz Gouere eo lakaet Maximilien Aostria da impalaer Mec’hiko gant Bodadeg ar Pennoù-bras.

Kerkent ha fin brezel an disrannidigezh e 1865 e kav Juárez skoazell gant ar Stadoù-Unanet enep Frañs. Gant ar skoazell diplomatel ha milourel nevez-se, ha gant ar gwan m’eo an Eil Impalaeriezh, eo rediet armeoù Frañs d’en em dennañ eus Mec’hiko.

Betek 1867 e pado an eil impalaeriezh vec’hikan. Lakaet eo an impalaer Maximilien d’ar marv e Santiago de Querétaro ha anavezout a ra ar virourien (kevredidi gozh ar Frañsizien) Juárez da brezidant Mec’hiko.


Diktatouriezh Porfirio Díaz : El Porfiriato[kemmañ]

Porfirio Diaz

Chom a ra Juárez er galloud betek e varv d’an 18 a viz Gouere 1872. Meur a gavailh e-touez ar frankizourien o doa kavet abeg e bloavezhioù diwezhañ e ouarnamant. Pa voe marvet Juarez ez eas Sebastian Lerdo de Tejada da brezidant hag enskrivañ a reas er vonreizh an adreizhoù embannet e-pad ar prantad 1855-1856. Pa glaskas Sebastian Lerdo de Tejada bezañ dilennet en-dro, en em savas aduidi Porfirio Diaz, hag int ha kemer ar galloud tra ma tlefe bezañ bet anvet José Maria Iglesias hervez al lezenn brezidantel. Erruout a reas Porfirio Diaz da brezidant Mec’hiko e 1876, ha setu deroù ar renad anavezet e spagnoleg dindan an anv El Porfiriato, a oa da badout betek 1910.

Spanaet e voe diktatouriezh Diaz e-pad 4 bloavezh dindan gouarnamant Manuel Gonzalez, ur mignon eus an diktatour anezhañ, a oa dindan e aotrouniezh evel-just. E-doug ar prantad-se e talvezas al lezennoù adreizhañ (al lezenn Lerdo dreist-holl) da framm evit mont a-du gant tolpadur an douaroù etre daouarn ur bihanniver a berc’henned. Rediet e veze ar beizanted da labourat en haciendaoù. Strolladoù broidi zo en em savas taer, evel ar Yaquied pe ar Vayaed a voe lakaet da labourat betek ar marv e lec’hioù evel Valle Nacional, Traoñienn ar rio Yaqui pe Yucatan.

E-pad ar memes prantad e tigor Mec’hiko war an diavaez. Erru eo ar postadurioù amerikan hag europat. Skoulmañ a ra an diplomated vec’hikan darempredoù gant broioù eus Azia evel Sina, Japan hag Iran. E-kerzh ar Porfiriato e oa bet roet lañs d’ar postadurioù estren. José Yves Limantour, ur Mec’hikan a orin gall anezhañ, a voe lakaet e penn ar steuñv diorren armerzhel-se. A orin gall e oa an darn vrasañ eus ar postadurioù, war-lerc’h e teue ar Saozon, an Amerikaned, an Alamaned hag ar Spagnoled. Ar mengleuzioù, an tireoul, an hentoù-houarn, al lien, ar plantadegoù sukr : edo pep tra etre daouarn an estrenien. Berzh bras a reas ar vro e-pad ar prantad-se hogen skrapet e veze frouezh ar c’hresk-se gant ur bihanniver tra ma chome en dienez an darn vrasañ eus an dud. E-pad an emziviz brudet Diaz – Creelman ez istimas an diktatour e oa prest Mec’hiko evit an demokratelezh. Kredet e voe war e c’her gant e eneberien, hag int da lakaat o anv e dilennadegoù 1910. Francisco Madero a yeas ar maout gantañ en dilennadegoù-se. Ne voe ket anavezet disoc’h an dilennadegoù gant Diaz, ar pezh a verkas deroù an Dispac’h mec’hikan.

An Dispac’h[kemmañ]

Pennad dre ar munud : Dispac’h mec’hikan

Emiliano Zapata

Renad hir hag aotrouniezhus Porfirio Díaz a gasas d’an Dispac’h mec’hikan e 1910, douget evit darn gant druilh ar beizanted paour a oa o labourat en haciendaoù : en norzh armeoù Pancho Villa, er su re Emiliano Zapata. Trec’het e voe a-benn ar fin armeoù Villa ha Zapata gant an arme reoliek, met adkemeret e oa bet lod eus o goulennoù (evel adreizhañ al lezenn diwar-benn an douaroù a-benn o rentañ d’ar beizanted ha dismantrañ an domanioù bras) gant ar Vonreizh nevez e 1917. Echuet e oa an dispac’h mec’hikan e 1917 ent ofisiel. Kendalc’het o doa an taolioù-stad hag ar freuz er galloud kreiz betek ar bloavezhioù 1930 avat.

Mec’hiko arnevez[kemmañ]

Merket e oa bet ar bloavezhioù 1930 gant renad Cárdenas ha gant ar broadeladurioù, evel krouidigezh Pemex (Petróleos Mexicanos e spagnoleg, Tireoulioù mec’hikan). Diazezet e oa bet ar Strollad Dispac’hel Ensavadurel (SDE) e fin an dispac’h ha renet en doa ar vro diastal betek 2000, ma voe trec’h Vicente Fox Quesada, emstriver ar SOB. (Sellet ouzh Roll prezidanted Mec’hiko.)

Strolladoù dispac’hel zo oberiant c’hoazh e Mec’hiko, gant EZLN peurgetket o tifoupañ e su Mec’hiko er Chiapas. Al luskad-se, renet gant an iskomandant Marcos, a c’houlenn daskemmoù er vonreizh evit ma vefe muioc’h a emrenerezh gant kêriadennoù an henvroidi, a-fet yec’hed ha deskadurezh dreist-holl. Ne glask ket ar strollad-se tapout ar galloud e Mec’hiko, met kentoc’h pouezañ war ar galloud zo e plas. Gant ar peoc’hgar m’eo ez eo deuet da vezañ brudet e-touez kumuniezhoù henvroidi Mec’hiko, hag ivez er metoù arallbedour el live etrebroadel.

E 2006 e oa bet nagennet gant an eneberezh disoc’hoù an dilennadegoù broadel. Reiñ a raent an trec’h d’ar muiañ-niver war-bouez un dregantad dister-kenañ a vouezhioù. An tu-enep a ziklêrias e oa bet kantadoù a zireizhderioù[1], tra ma oa bet soñjet gant an arsellerien etrebroadel e oant dilennadegoù "naet". A-benn div wech e oa diskennet ur milion a dud er straedoù evit diskouez e veze nagennet disoc’h ar vouezhiadeg gant ul lodenn eus an dud.[2] D’an 9 a viz Eost e oa bet adkontet ar mouezhioù el lec’h ma oa bet prouet e oa bet direizhderioù[3], ha da-heul e voe kadarnaet ent-ofisiel an disoc’hoù gant Lez-varn Dilennel Galloud Lezvarnel ar C’hevread.

E miz Mae 2006 e oa bet distaget un emsavadeg pobl a-feson da-heul un harz-labour gant ar gelennerien en Oaxaca.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Bernal, Ignacio. Kuize Geschichte Mexikos. Editorial Koln, 1974.
  • Hale, Susan. México. Nueva York: Putnam’s, 1906.
  • Quirarte, Martín. Visión panorámica de la historia de México. Editorial Porrúa, 1976.
  • Solana, Fernando y otros. Historia de la Educación Pública en México. México, D.F.: Fondo de Cultura Económica, 1981.
Besrouantelezh Spagn-Nevez
  • Arcila Farias, Eduardo. El siglo ilustrado en América. Reformas económicas del siglo XVIII en Nueva España. México, D. F., 1974.
  • Calderón Quijano, José Antonio. Los Virreyes de Nueva España durante el reinado de Carlos III. Sevilla, 1967-1968.
  • Céspedes del Castillo, Guillermo. América Hispánica (1492-1898). Barcelona: Labor, 1985.
  • Hernández Sánchez-Barba, Mario. Historia de América. Madrid: Alhambra, 1981.
  • Konetzke, Richard. América Latina. La época colonial. Madrid: Siglo XXI de España, 1976.
  • Navarro García, Luis. Hispanoamérica en el siglo XVIII. Sevilla: Universidad de Sevilla, 1975.
  • Pérez-Mallaína, Pablo Emilio y otros. Historia Moderna. Madrid: Cátedra, 1992.
  • Ramos Pérez, Demetrio y otros. América en el siglo XVII. Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Ramos Pérez, Demetrio y otros. América en el siglo XVIII. Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Rubio Mañé, Ignacio. Introducción al estudio de los virreyes de Nueva España, 1535-1746. México, D. F., 2ª ed., 1983.
Dispac’h mec’hikan
  • Cockcroft, James D. Precursores intelectuales de la Revolución Mexicana. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 6ª ed., 1980.
  • Córdoba, Arnaldo. La ideología de la revolución mexicana. México, D. F., 1974.
  • Cumberland, Charles. Madero y la revolución mexicana. México, D. F.: Siglo XXI, 1977.
  • Mayer, Jean. La Revolución Mexicana. 1910-1940. Barcelona: Dopesa, 1972.
  • Roeder, Ralph. Hacia el México moderno. Porfirio Díaz. México, D. F.: Fondo de Cultura Económica, 1973.
  • Vives, Pedro A. Pancho Villa. Madrid: Historia 16 y Quorum, 1987.
  • Womack, John. Zapata y la revolución mexicana. México, D. F.: Siglo XXI Editores, 14ª ed., 1985.