Guadalupe Victoria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Guadalupe Victoria

Guadalupe Victoria (1786-1843), pe José Miguel Ramón Adaucto Fernández y Félix diouzh e anv gwir, a oa kentañ prezidant Mec'hiko, adalek 1824 betek 1829.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Tamazula, hiriv e Stad Durango. José Miguel Ramón Adaucto Fernández y Félix e oa e anv, met e 1811 e kemeras an anv « Guadalupe Victoria » : Guadalupe en enor da Nuestra Señora de Guadalupe, anv ar Werc'hez e Mec'hiko goude ma vije emziskouezet ar Werc'hez Vari eno, ha Victoria dre ma talvez "trec'h".

Ar gwir a studias e Colegio de San Ildefonso. E 1811 ez eas d'ober an dispac'h gant Miguel Hidalgo hag en em gannañ a reas skoaz-ouzh-skoaz gant José María Morelos y Pavón. Goude tapet Morelos ha lakaet d'ar marv en em gannas en Oaxaca ha Veracruz.

Goude bout bet trec'het e-kichen Palmillas, e Stad Veracruz bremañ, ez eas da guzhat er menezioù betek ma voe embannet Raktres Iguala d'ar 24 a viz C'hwevrer 1821 gant Agustín de Iturbide ha Vicente Guerrero ; goulenn a rae ar Raktres ma vije Mec'hiko ur Stad dizalc'h renet gant ur vonarkiezh vonreizhel.
D'an 21 a viz Gouere 1822 e voe kurunennet Agustín de Iturbide gant an anv Agustín Iañ, impalaer bonreizhel Mec'hiko.
Dre ma oa Guadalupe Victoria ur republikan gounezet e savas a-du gant Antonio López de Santa Anna hag e sinas Raktre Casa Mata e miz Kerzu 1822, en sell da ziskar an impalaer Iturbide, a zilezas ar galloud d'an 19 a viz Meurzh 1823.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]