Cozumel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cozumel gwelet diouzh an oabl
Cozumel e Stad Quintana Roo

Cozumel (douar ar gwennili e mayaeg) zo un enezenn er Mor Karib e reter Ledenez Yucatán (Mec'hiko). E Stad Quintana Roo emañ. San Miguel de cozumel eo kêr vrasañ an enezenn. A-bouez eo an touristerezh eno.

Cozumel zo 48 km a hirder dezhi ha 16 km ledander. 20 km diouzh an douar bras emañ.

Annezet e voe gant ar Vayaed da gentañ. E 1519 ec'h erruas Hernán Cortés hag a zistrujas meur a dempl maya. Diwar an 40.000 den a oa o chom en enezenn e penn kentañ ar XVIvet kantved ne chome nemet un 30 den bennak e 1570 dre ma oa bet diskaret ar boblañs gant ar vrec'h degaset gant ar Spagnoled.

[kemmañ] Loened

Spesadoù brosezat a zo o vevañ e Cozumel, en o zouez ar rakoun korr, ar c'hrigner Reithrodontomys spectabilis pe risweer Cozumel.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all