International Board on Books for Young People
An International Board on Books for Young people, pe IBBY, zo un aozadur etrevroadel, e stumm ur rouedad izili, evit diorren al lenn levrioù e-touez ar vugale, ar re vihan pe ar re vras.
Savet eo bet e Zurich, e Suis, e 1953. Ouzhpenn 60 kevrenn vroadel zo dre ar bed.
Taolenn |
Mennadoù [kemmañ]
Mennadoù IBBY eo
- diorren ar c'hengompren etrebroadel dre al lennegezh evit ar yaouankiz.
- reiñ tu d'ar vugale da gavout levrioù a dalvoudegezh e pep lec'h
- reiñ harp d'an embann ha d'ar skignañ levrioù a dalvoudegezh, ha dreist-holl er broioù o tiorren,
- reiñ harp ha stummadur d'ar re a ra war-dro lennegezh evit ar yaouankiz,
- broudañ ar glaskerien da studiañ al lennegezh evit ar yaouankiz.
Kevrennoù [kemmañ]
Bro-C'hall [kemmañ]
Ur gevrenn c'hall zo, diazezet e Pariz.
Spagn [kemmañ]
Peder c'hevrenn zo:
- unan spagnolek : Organizcion Espanola Para El Libro Infantil y Juvenil (OEPLI)
- unan euskarek: Galtzagorri Elkartea
- unan c'halizek: Asociación Galega do Libro Infantil e Xuvenil (GALIX)
- unan gatalanek: Consell Català del Llibre per a Infants i Joves ( CCLIJ)
2010 [kemmañ]
E Gwengolo 2010 e oa bet ur c'hendalc'h gante e Santiago Galiza, ha kaoz eno eus minorelezhioù. Komzet o doa ar C'hallaoued eus minorelezh an dalled a gomz galleg, yezh ofisiel nemeti o bro, ha Fina Casalderrey, Manuel Rivas, Mariasun Landa eus al lenn en o yezhoù.
Ur statud ofisiel en deus IBBY en UNESCO hag en UNICEF, en he c'harg emañ difenn al levrioù evit ar yaouankiz en aozadurioù-se. Klotañ a ra tachenn-labour ha pal an IBBY gant sturiennoù an Emglev Etrevroadel evit gwirioù ar vugale, hervez ma'z eo bet degemeret gant ar Broadoù -Unanet e 1990..
Kendalc'hoù daouvloaziek [kemmañ]
Bep daou vloaz e vez d'ur skourr aozañ ar c'hendalc'h etrebroadel:
- 2012 London
- 2010 Santiago de Compostela
- 2008 Copenhagen
- 2006 Macau
- 2004 Cape Town
- 2002 Basel
- 2000 Cartagena de Indias, Colombia
- 1998 New Delhi